Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Lec'hienn degemer Difetis
Lec'hienn degemer Difetis
- Revue de site -
DIFETIS Al lec’hienn gentañ gouestlet d’al levrelioù e brezhoneg
Difetis a zo ul lec'hienn nevez e lec'h ez eus tu kavout levrelioù da bellgargañ. Petra eo ul levrel? Ul levr niverel eo, da lavaret eo n'eo ket moulet war paper
Par Vincent PINCEMIN pour DIFETIS le 4/10/12 0:36

Difetis a zo ul lec'hienn nevez e lerc'h ez eus tu kavout levrelioù da bellgargañ.

Petra eo ul levrel?

Ul levr niverel eo, da lavaret eo n'eo ket moulet war paper e-giz gwechall, met dont a ra e stumm ur restr da stalliañ war ur benveg gouest da lenn al levrelioù. En deiz a hiziv e vez kavet kalz a benvegoù evit lenn al levrelioù : urzhiaterioù, pellgomzoù hezoug, tabletennoù, lennerezhioù evel ar c'hKindle...

Perak lenn ul levrel?

Ur bern abegoù ez eus evit tremen d'al levrelioù :

• Ne gemeront plas ebet war an estajeroù

• Paper ebet implijet evit krouiñ al levr.

• Tu zo lenn war meur a skramm disheñvel.

• Dont a reont gant ur bern binviji : geriadur, notennoù, dibab ment al lizherennoù, mod noz, merk pajenn,...

• Tu zo reizhañ ar fazioù bet kavet goude eo deuet er maez al levr hep gortoz un adembannadur

• Tu zo prenañ al levrioù e lec'h 'peus c'hoant pa p'eus c'hoant (noz, sul, er c'hamping,...)

• E-barzh memor ho hezoug ez eus tu beajiñ gant ho levraoueg a-bezh.

• Pajennoù pleget, drailhet, louzet, melenaet n'eus ket . Chom ar raio o levr niverel evel an devezh kentañ.

• Etre 20% mac'hadmatoc'h ha digoust

Er penn-kentañ eo gwir ez eus ezhomm ober un tamm striv evit en em boaziañ da lenn war ur skramm. Setu perak e vez kavet levrelioù digoust war Difetis evit klask an douare gwellañ da lenn al levrelioù.

Perak Difetis?

War Difetis e vez strollet ha kinniget an holl levrelioù kavet war ar rouedad. Peogwir en deus pep hini ur benveg disheñvel da lenn al levrelioù, Difetis a ginnig pep levr e meur a stumm evidoc'h da dibab an hini a vo ar gwellañ da lenn. War Difetis e vez kavet meur a levrel digoust, an darn vrasañ a teu deus al lec'hienn “An Drouizig”.

Kavet e vez ivez levrelioù deus an Ti-embann “Keit Vimp Bev” hag “Al liamm”. Nevezentioù a deuio er maez alies war al lec'hienn, ha levrioù embannerien all ivez.

Penaos Ober?

Buhan hag aes eo : ret eo mont war al lec'hienn

goude eo ret krouiñ ur gont. Pouezus eo peogwir e vo kaset al levrelioù dre bostel goude.

Ur wech krouet o kont ha kadarnaet, ez eus tu dibab ul levr ha prenañ anezhañ. Ma eo digoust al levr ne vo goulennet netra ganeoc'h.

Ur wech asantet gant al lec'hienn e vo kaset ur postel deoc'h gant ul liamm evit pellgargañ al levr.

E-barzh ar restr pellgarget e vo kavet meur a restr. Digorit ar pdf evit lenn war an urzhiater. War un hezoug e vo gwelloc'h digor an epub, ha war ar c'hKindle ar mobi.

Ken bozomp war Difetis!

Voir aussi :
logo
Difetis
Lec\\\'hienn kentañ da ginnig produioù niverel e brezhoneg
8 B STRAED LA VALETTE
35113 DOVANIEG
06.78.58.87.94
(voir le site) "> (voir le site)
contact@difetis.com
[ Gwelout pennadoù all DIFETIS]
Vos 6 commentaires
ED Le Jeudi 4 octobre 2012 18:27
Mat-tre ar mennozh !
Padal mat e ve mat lakaat ho prezhoneg da vezañ adlennet a-raok embann war ul lec\'hienn ! ( lec\'hienn zo benel !).
(0) 
Riwal ar Garff Le Vendredi 5 octobre 2012 15:41
meur a + unander : meur a restr.
Lec’hienn gentañ
asantet
goulenn ouzh pe gant
prenañ (prennañ = serriñ)
(0) 
Riwal ar Garff Le Vendredi 5 octobre 2012 17:57
e lec’h (ha neket (é hir ha serr) e lerc’h (è berr)
dre bostel
levrioù embannerien all (ha neket deus embannerien all)
Kalon vat deoc’h! Ur mennozh mat-tre eo!
(0) 
Maneguen Le Vendredi 5 octobre 2012 18:06
Ha ma vez sac'het ar benveg ?
Ha ma n'eus ket a dredan ken er benveg ?
A-hent-all, evit geriadurioù pe oberennoù kelc'houiziek e c'hell bezañ talvoudus bras.
Met evit ur romant e plij din dornatañ ar paper,ha skrivañ notennoù war ar marzhoù.
Ret eo notañ ivez e tigresk niver al levrioù a vez lennet dre zen e-pad ar bloaz. N'eo ket gant teknikoù evel-se e vo kresket.
Forzh penaos ul levr a zo ivez un dra a vez dornataet, un dra a zo deoc'h-c'hwi. Ganin em levraoueg ez eus ul levr hag a oa da dad you va mamm gozh. Mab-you va mab bihan ne raio forzh da gaout ur fichennaoueg hag ur benveg aet er-maez a c'hiz d'e lenn. N'eo ket ar memez tra.
(0) 
milena krebs Le Vendredi 5 octobre 2012 22:54
Perak eo ho lec\'hienn e galleg ? Ne gomprenan ket re ...
(0) 
Visant PINCEMIN Le Samedi 6 octobre 2012 00:32
@Milena: Tu zo deoc\'h cheñch gant ar baniel a zo a-us.
Gouzout a ran int bihan a-walc\'h, digarez...
@Riwal : Trugarez evit ar reizhadurioù. Klask a rin ober nebeutoc\'h a fazioù ar wech a zeu
@Maneguen : ne lavaran ket a varvo al levr paper, tamm ebet (evit ar sonerezh, ar vinyl a zo bev c'hoazh). Met bez ez eus levrioù peus ket c'hoant da paeañ ker, na da virout. Setu eo mat al levrelioù evit-se. Tu 'zo gwel-se evel ur seurt levr da teurel goude, erfin.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons