Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/27/27554_1.jpg
- Présentation de livre -
Nevez-deuet er-maez e ti Al Liamm: "Lae Izold" (Paskal Tabuteau)
Ar skrid ez it da lenn a zo bet savet diwar istor mil anavezet Tristan hag Izold. A-nevez adsavet ez eo bet e brezhoneg diwar meur a skrid kozh e
Par Tudual Huon pour Éditions Al Liamm le 28/09/12 10:10

Ar skrid ez it da lenn a zo bet savet diwar istor mil anavezet Tristan hag Izold. A-nevez adsavet ez eo bet e brezhoneg diwar meur a skrid kozh e galleg-krenn, hag, en o mesk, diwar hini Beroul dreist-holl. N'eo ket tamm ebet un droidigezh rik pe « ger-ha-ger » anezhi ha kement‑se abalamour d'an doare ma'z eo bet savet ar gwerzennoù a ya d'en ober. Koulskoude n'eo ket ur varzhoneg ez it da lenn nag ur romant muioc'h. An hini en deus e skrivet na gustum ket kennebeut da sellet outañ evel ouzh ur barzh pe ur skrivagner. E gwirionez ma rankfe bezañ lakaet en ur rummad bennak ez eo kentoc'h e-barzh hini ar varvailherien pe an dezrevellerien e karfe bezañ. Rak lavaret istorioù a blij dezhañ hag ez eo troioù-kaer marvailhus en deus klasket kontañ deoc'h en ur skrivañ e « Lae Izold » .

Met da gentañ, perak « ul Lae » ? Al Laeoù, er Grennamzer, a oa heñvel un tammig ouzh ar Gwerzioù a-vremañ. Kanet e vezent ha savet e vezent, evel ma lavare Marie de France e Lae Guigemar, diwar « Les contes ke jo sai verrais, dunt les Bretun unt fait les lais » . Gant al Laeoù e veze kontet alies istorioù ma oa pouezus ar garantez enne, hag ar re, just a-walc'h, bet savet gant Marie De France o vezañ ar muiañ prizet hag anavezet.

11 € (+ 3 € evit ar mizoù-kas); 12 x 18 cm; 145 p.; ISBN: 978-2-7368-0089-5; embannet gant Al Liamm; skignet gant Coop Breizh

logo Embannadurioù : 120 titl. Bannoù-treset, barzhonegoù, c\'hoariva, kontadennoù, romantoù, danevelloù, buhezskridoù, studiadennoù, geriadurioù, yezhadurioù...
[ Gwelout pennadoù all Éditions Al Liamm]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons