Danvez buhezourien enno, prientet o doa c'hoarioù bihan evit degemer ar re nevez
Setu Erell gant kadorioù oc'h ober ur c'hoari iskis, en tu all emañ paotr Gweltaz oc'h aozañ ur rogad bolotenn doullbac'het, aze e vez kadorioù ha sonerezh graet ... gant ar re n'int ket deuet a-benn da chom, mennozh mat evit chom b'ar jeu.
Hag Elouan o kinnig ur c'hoari gant un tamm skerb. Ha tout an traoù-se prientet, buhezet ganto o-unan. Ha n'o deus ket disoñjet da renkañ pep tra, anat deoc'h. Souezhet ha laouen e oa ar re eilvet da gregiñ ar bloavezh-skol o vezañ degemeret e brezhoneg gant ar re a zremeno ar vachelouriezh e fin ar bloaz.