Loeiz Donal  rener al lise gant liseidi Klas Termen
Loeiz Donal rener al lise gant liseidi Klas Termen

Gweleoù ouzhpennet dija, ur rann european, mont a ra war raok gant lise Diwan Karaez.

Gweleoù oouzhpennet dija, ur rann european, mont a ra war raok gant lise Diwan Karaez.

Distroet eo ar re gentañ hag an termenidi. Ur skipailh kelennerien gant an hevelep re, tri c'hasour nevez e skipailh kas en dro, ur sal debriñ nevez flamm.

Dindan an heol en emgave tud yaouank laouen d'en em welout goude ar vakansoù.
Gant ur c'hresk 16 lisead ar bloaz-mañ, kambreier leun e vo diaes 'benn bloaz degemer ar re nevez. Tud zo distroet da Ziwan goude un eilvet klas graet 'lec'h all.

Raktresoù e leizh a zo : rann european (skiantoù ar vuhez kelennet e saozneg en eilvet), beajoù, c'hoariva, kleuboù barzhoniezh, gwriañ, sirk, kanañ gant Annie Ebrel, pleustriñ gant ar strollad Startijenn, sonerien brudet o tont eus ... Diwan ivez.

Ha dre ma vez emrenerezh raktres pedagogel al lise, e vo bodet a-benn nebeut ar gevredigezh Babibel, krouet ganto un nebeut bloavezhioù'zo gant ur prezidant nevez a zo e Termen bep bloaz. Ar bloaz paseet oa bet skoazellet an Dro Menez Are, graet ha gwerzhet sweet-shirt Lise Diwan, kemeret fotoioù klas, ha prientet Gouel an Termen gant ar gevredigezh Babibel. Met petra an diaoul a vo prientet ganto ar bloaz-mañ ?