Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Labourat e brezhoneg Ar stummadurioù 6 pe 8 miz
Distro-skol ar stummadurioù hir war ar brezhoneg a vo e miz Gwengolo e kreizennoù stummañ ar 5 departamant Breizh. 5 Aozadur stummañ, a ra gant doareoù kelenn nevezus, a ginnig
Par Fulup Kere pour Dao : deskiñ d'An Oadourien le 27/08/12 14:42

Distro-skol ar stummadurioù hir war ar brezhoneg a vo e miz Gwengolo e kreizennoù stummañ ar 5 departamant Breizh.

5 Aozadur stummañ, a ra gant doareoù kelenn nevezus, a ginnig stummadurioù grataet war ar brezhoneg. Diazezet eo o bedagogiezh war framm Europat ar yezhoù savet gant Kuzul Europa.

Fin ar stummadur e vez gouest an dud da lakaat o anv evit postoù labour e brezhoneg. Tremenet e vez ivez arnodenn an DBY (Diplom barregezhioù war ar Yezh), roet gant an Deskadurezh Stad.

Ar pemp aozadur hag o c'hinnig:

Kelenn : Adal ar 4 a viz Gwengolo 2012 betek ar 17 a viz Mae 2013 e Kemper (29). (Stummadur 8 miz evit an dud c'hoant ganto mont war micherioù an deskadurezh divyezhek pe brezhoneg)

Mervent : Adal an 3 a viz Gwengolo 2012 betek ar 5 a viz Meurzh 2013 e Gwengad (29).

Roudour : Adal ar 24 a viz Gwengolo 2012 betek an 29 a viz Meurzh 2013, 2 lec'h stummañ ; Karaez (29) ha Douarnenez (29).

Skol An Emsav : Adal ar 24 a viz Gwengolo 2012 betek an 29 a viz Meurzh 2013, 2 lec'h stummañ; Roazhon (35) ha Sant Ervlan (44).

Stumdi : Adal an 13 a viz Gwengolo 2012 betek an 28 a viz Meurzh 2013, 4 lec'h stummañ ; Aradon (56), Gwengamp (22), Landerne (29) ha Plañvour (56).

Skoazell arc'hant a zo evit stummadurioù-mañ : dre an Ehan Stummadur Hiniennel (CIF) pe steuñvoù stummañ an embregerezhioù evit an implijidi dindan CDI pe CDD. An dud dilabour a c'hell goulenn skoazell ar Rannvro hag ur skoazell ispisial a vez ivez evit ar re o deus c'hoant mont war micherioù ar c'helenn divyezhek pe brezhoneg.

Titouroù :

DAO (Deskiñ d'An Oadourien), kengevredigezh ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet.

Pellgomz : 0820 20 23 20

Postel : dao.bzh [at] gmail.com

lec'hienn internet : www.dao-bzh.org

Titouroù ivez war an doareoù all da zeskiñ pe da vont war raok gant ar yezh (kentelioù sizhuniek, stajoù berr, pell zeskiñ dre lizher pe dre ar rouedad...).

logo Kengevredigezh ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet eo DAO.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons