Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/26/26983_1.png
- Reportage -
« Ar brezhoneg : pinvidigezh ur glad ha youl ar c’hrouiñ »
Un tabut nevez diàr ar brezhoneg e oa dec'h d'an abardaez e Egorenn ar gomz. « Ar brezhoneg : pinvidigezh ur glad ha youl ar c'hrouiñ » ha lakae Bernez
Par Maëlle Ausias pour ABP le 12/08/12 12:01

Un tabut nevez diàr ar brezhoneg e oa dec'h d'an abardaez e Egorenn ar gomz. « Ar brezhoneg : pinvidigezh ur glad ha youl ar c'hrouiñ » ha lakae Bernez Tangi, Yannick Dabo, Gwendal Piégais, ha Pierette Kermoal da dabutal àr ar brezhoneg komzet hag ar brezhoneg skrivet.

Barzhonegoù Bernez Tangi zo bet lennet getoñ ha troet e galleg get Erwan Rouz el lodenn kentañ. En eil lodenn, emañ bet kinniget get Yannick Dabo hag Herri ar Borgn o labour dastumadeg troioù-stil. Un doare da lakaat ar gaoz àr taolennadur unel ar bed dre ur yezh hag he troioù-stil. Yannick Dabo en deus pouezet àr ar fed e oa peurbouezus lakaat àr wel binviji él Internet evit gwarn hor glad. Skouer levr Jules Gros « Trésor du parlé breton » , ur levr get ur CD-Rom e barzh, a zo bet kemeret getoñ.

Pedet emañ bet, en trede lodenn, Gwendal Piégais, ag ar gazetenn Nidiad ha Pierette Kermoal, ag ar gazetenn Aber. An div gazetenn-se a embann barzhonegoù, danevelloù ha testennoù filosofiezh e brezhoneg. Gwendal Piégais en deus komzet diàr ar fed e vez berped dastumet ha treuzfeurmet ar yezh komzet ha ne oa neuze emgann ebet etre ar yezh komzet ha skrivet.

Evit Fanny Chauffin, 'pad Emvod ar Gelted en Oriant.
[ Gwelout pennadoù all gant Maëlle Ausias]
Vos 2 commentaires
Yannick Dabo Le Lundi 13 août 2012 21:11
Demat deoc'h,
Ur faziig zo en ho pennad. 'm eus ket laret e oe ur CD-Rom er levr Jules Gros, met e oe pal hom kevredigezh sevel CD-Romoù diar ar yezh komzet hiziv, da vonet pelloc'h evit labour J. Gros, gant binviji a-vremañ.
Kenavo
Yannick DABO
(0) 
Yannick Dabo Le Lundi 13 août 2012 21:14
Setu ur bajenn deus lec'hienn hom kevredigezh, ma kaver enni ur skouer deus hom labour :
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons