Disadorn vintin e Kemper, 6 skrivagner o tifaziañ, oc'h adlenn, o peurlipat

A-drugarez da Vich Beyer, difazierez gopret gant ar gevredigezh fea, e penn aozadur Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale abaoe dek vloavezh dija, o deus bet ar skrivagnerien da labourat dre bostel ganti.

Bremañ eo ret soñjal e peseurt golo a vo dibabet, petra skrivañ war gein al levr... Un eostad fonnus a skridoù a zo bet : romant polis gant Yann Bijer, Skiant faltazi gant Paol ar Meur, heroic fantasy gant Ewen Jacq, danevelloù gant Milena Krebs, ur skrid buhez boemus un tamm gant Mai-Ewen hag heuliad avanturioù an arroz yaouank gant Paskal Hervio. Peadra da lenn evit tout an dud a blij dezho lenn e brezhoneg.

Hag evit ar re vihan ? Ur c'had a gomz, ur jav a a gomz, ur pesk a gomz ... Levezon ar romant skrivet gant Maina Mallejac ar bloaz paseet ? Fent ha barzhoniezh a vez kavet ingal enno. Hag adkavet romantourien ampart evel Pierre-Emmanuel Marais, Jakez-Erwan Mouton hag Anthony Renaudin.

Dre rummad :

-PRIZ AR VUGALE 2013

Un huñvre aet da wir, Jakez-Erwan Mouton : Ne blij ket ar skol da Lomig. Ar pezh a blij dezhañ ? Tresañ martoloded ha listri, laboused mor ha pesked. Hag adkavout e dad, marvet war vor. Ha ma vefe bev c'hoazh ?

Ar voest, Anthony Renaudin

Petra ober gant un troer-biñsoù war porzh ar skol ? Klask un teñzor ?

Deomp Slowly, Pierre-Emmanuel Marais : Slowly n'eo ket ur jav evel ar re all. Dre chañs evit ar marc'heger bihan a zo war e gein. Gouzout a ra an daolenn lieskementiñ hag ur bern traoù all.

Gad Nenenn, Gwir pe gaou : hag eñ e vev gad Nenenn e foñs ar c'hoad ? Istor ur plac'hig a zesk furnez ar vuhez gant ur vaouezh kozh  un tamm sorserez anezhi. 

PRIZ AR YAOUANKIZ 2013, 6VET/PEVARE

Bro gozh Mamadou, Paskal Hervio,

Avanturioù ar paotr yaouank er Sahel, e bro an Dogoned.

Kevrin an Enezenn, Mai-Ewen. Istor un enezenn e mor an Habask hag a zo aet diwar wel.

Marv war vor, Yann Bijer Met piv en deus lazhet an den kozh aet war vor da besketañ ? Un trafikour dramm ?

PRIZ AR YAOUANKIZ 2013, TREDE/TERMEN

Daou dre gant, Milena Krebs. Peder danevell a gont istorioù Erwan, Lomig, Aram, tud yaouank ha tud kozh o deus dibabet bevañ en ur mod all.

Chase Valeeg, Ewen Jacq, Heroic fantasy gant avanturioù ur paotr yaouank minor a gav e hent a drugarez d'ur sorser a zesk dezhañ ar mod da stourm gant galloudoù hud.

D'ur steredenn d'eben, Paol ar Meur Skiant faltazi mod fentus gant morlaerien an egor, listri hag emgannoù spontus...