Aozet e vo ur baleadenn e karter ar Marais d'ar sadorn 2 a viz Mezheven, gant Ti ar Vretoned ha Ti ar Brezhoneg.
Brezhoneger oc'h pe o teskin brezhoneg emaoc'h (live 2, 3, 4, e Ti ar Vretoned) hag ho peus c'hoant da dremen un abardaezvezh plijus e brezhoneg evit deskin ur bern traoù diwar-benn istor Pariz.
Deuit da zizolein karter ar Marais gant Kristin Ar Menn (Ti ar Brezhoneg)
- graet e vo un droiad war droad er c'harter ;
- tremen a raimp e-bioù monumentoù brudet-tre (ar mirdi Carnavalet, plasenn ar Vosges hag all) ;
- pe e-bioù monumentoù liammet gant istor Bro C'hall (an « hotels particuliers » hag all) ;
- pe e-barzh straedoù leun a istor (straed ar bodoù-roz, rue des Rosiers da skouer) ;
- ha kontet vo deoc'h istor ar monumentoù-se.
E fin an abardaez e vo paket un banne asambles en un davarn.
Pegoulz : d'ar sadorn 2 a viz Mezheven etre 15 e ha 18 e
An emgav : Dirak mont er maez metro Saint-Paul da 15 e
Métro : Saint-Paul (linenn 1)
Priz : pep hini a roio ar pezh en deus c'hoant + priz ur banne en un davarn.
An arc'hant dastumet a vo roet da dTi ar Brezhoneg