Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Brezhoneg L.A., Gouel kentañ ar brezhoneg e Liger-Atlantel
Startijenn pleustr ha deskadurezh ar yezh e Liger-Atlantel a vo lakaet er gouloù. Ur gouel evit an holl, rak digoust eo ha lec'hiet e kreiz-kêr Naoned, e-kichen plasenn Commerce.
Par Yves Averty pour Agence Culturelle Bretonne de Loire-Atlantique le 4/05/12 16:16

Brezhoneg L.A. "Gouel kentañ ar brezhoneg e Liger-Atlantel"

D'ar Sul 27 a viz Mae 2012, e Naoned.

Skritell


Da-geñver Gouel Breizh e kinnig Ajañs Sevenadurel Breizhek Gouel kentañ ar brezhoneg e Liger-Atlantel : “Brezhoneg L.A.”. D'ar Sul 27 a Viz Mae e vo, e Naoned skwar Jean-Baptiste Daviais, adalek 11 e 30 betek 19 e.

Startijenn pleustr ha deskadurezh ar yezh e Liger-Atlantel a vo lakaet er gouloù. Ur gouel evit an holl, rak digoust eo ha lec'hiet e kreiz-kêr Naoned, e-kichen plasenn Commerce.

« Brezhoneg L.A. » a zo un darvoud digor d'an holl, kement evit ar vrezhonegerien eget evit an dud o deus c'hoant da zizoloeiñ ar brezhoneg, peogwir e vo abadennoù e brezhoneg hag e galleg. Ar gallaoueg en devo e blas gant ur stal titouroù. Kinniget a vo ivez ar gontadenn « La Belle et la Bête » e gallaoueg, brezhoneg ha galleg. Digor vo ar gouel d'ur vro ha d'ur yezh all : Brazil hag ar portugaleg gant ar gevredigezh Ginga Nagô a ginnigo dizolo ar c'hapoeira.

Roll an devezh :

• Digor-kalon gant "Les Sonneurs de Loire" diwar 11 e 30 ;

• Deskoni ha dizolo ar C'hoarioù hengounel breizhek gant ar gevredigezh Plijadur da C'Hoari ;

• C'hoariva e brezhoneg gant ar strolladoù Elektrake ha Joyi ;

• Kontadennoù e brezhoneg, gallaoueg ha galleg gant Armand Tosser, Yann-Ber Quirion, Yves Bourdaud ha Nadine Bénizet ;

• Sonadegoù gant skolidi ar skolioù diyezhek, Daonet (rock breizhek), Tosser Tad ha Mab (kan ha diskan) ha Claude François (e brezhoneg) ;

• Lennadennoù, deskoni ar brezhoneg hag an dañs gant Kentelioù an Noz ;

• Dizolo ar C'hapoeira gant Ginga Nagô ;

• Stalioù titouroù, levrioù ha krouerien : Ar Falz 44 – Skol Vreizh, Bertaeyn Galeizz, Dihun, Div Yezh, Diwan, Ofis Publik ar Brezhoneg, Skol an Emsav ha Skeudenn Bro-Roazhon ;

• Tavarn gant ar vreserezh Coreff ha predoù gant kuzul skoazell skol Diwan Naoned.


Skwar Jean-Baptiste Daviais (Tram ha kirri-boutin arsav Commerce), adalek 11 e 30 betek 19 e. Digoust. Tavarn ha predoù.

Kevelerien :

Ar Falz 44 - Skol Vreizh, Bertaeyn Galeizz, Dihun, Dikadaka, Div Yezh, Diwan,Ginga Nagô, Kentelioù an Noz, Ofis Publik ar Brezhoneg, Plijadur da C'hoari, Skeudenn Bro-Roazhon, Skol an Emsav.

Darempred :

Ajañs Sevenadurel Breizhek : 02 51 84 16 07, acbml [at] free.fr, www.acb44.com

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons