Kan (Skolidi CM1-CM2 skol Fañch Gwilhoù Doua)

Gourc'hemennoù bugale, dreist ho labour gant Gwenole !!!

Setu ar paozioù, graet gant bugale klas divyezhek Gwenole Larvol, pebezh startijenn !

Gourc'hemennoù bugale, dreist ho labour gant Gwenole !!!


Redadeg DZ


Dreist ar maezioù ha dreist ar morioù

Dre ar straedoù hag an hentoù

E-pad an deiz pe 'pad an noz

Ar re yaouank hag ar re gozh

Dindan an heol pe dindan ar glav

'Vez klevet an holl o redek o kanañ


Diskan :

Sav da daouarn !

Redadeg 2012

Redadeg 2012

Bez zo tud a lâr e vo hir an hent

Ma daoudroad a yelo betek penn

'Vit mont deus Brest da Zouarnenez


Da gas an test da Vreizh a-bezh

Dorn ha dorn, a di da di

E red an holl ga'r memes spi

Ha pegen brav vije hor bed

gant brezhoneg atav gant brezhoneg 'pep lec'h


Diskan


Me blij din komz yezh ma zud

Ar yezhoù bihan 'chomont ket mut

Be zo lod o deus klasket

troc'hañ ma zeod, ma yezh karet

Met nijal a ra a-denn-askell

O livaat ar bed 'giz rafe ur bugel


Diskan


Lusk ma zreid o skeiñ ar straed

A voulc'h an hent d'ar Vretoned

N'eo ket ganin e vo torret

Chadenn treuzkas ar Redadeg

Ra vo leuniet ar straedoù

Gant bugale a viliadoù


Diskan