- Dépêche -
Manifestadeg e Landerne
D'ar bevar a viz C'hwevrer e oa diskennet war ar ru 120 den evit klask savetein ur post divyezheg e skol Jules Ferry e Landerne.Ur post all zoken zo goulenet
Par Eflamm Korneg pour ABP le 4/02/12 21:58

D'ar bevar a viz C'hwevrer e oa diskennet war ar ru 120 den evit klask savetein ur post divyezheg e skol Jules Ferry e Landerne.Ur post all zoken zo goulenet ivez er skol Tourous.Ma vez anv da lamman ur post er skol ez eo abalamour n'eus ket trawalc'h a vugale. Ar gudenn zo eme Véronique Thomas, prezidantez Ti ar vro Landerne, ne vez kontet ar vugale dindan oad a zaou vloaz.Un abeg all c'hoaz eo ar gartenn skol e Penn ar Bed, embannet kalz abretoc'h evit e lec'h all. Sonjit 'ta, renablet eo bet dija an niver a vugale e vo a-benn ar bloaz a zeu. Promesoù da gaout bugale e vo met n'o deus ket lakaet o anv c'hoazh.

En tu all d'ar goulen grons se e oa deut an holl da stourman ouzh hor yezh ha da ziskouezh splann ez eus anezhi e Landerne ha tro war dro.Ur melezour eus ar yezh o kreskin eo eme Véronique.Ha n'int ket prest da fallgalonin, pell ac'han.Hanter leun eo ar c'harrad boutin da vont da zifenn ar yezh e Kemper d'an 31 a viz Meurzh gant kanerien mouezh Paotred Breizh.

E Landerne avat eo birvidik ken ha ken ar brezhoneg er skolioù. War dro 500 er gumuniezh kumunioù zo skoliataet eus ar skol vamm d'ar bak! Daoust da se eo gwall reut un emglev a zo bet sinet etre ar parrezioù stag da Landerne. Evel div blac'h yaouank eus Lambaol Gwimilio o doa c'hoant mont er c'hlas divyezheg e Landerne.Dibosubl eo bet dezho mont d'ar skol divyezheg, 6 miz o doa ranket gortoz araok bezan digemeret. Un dra vad eo ar gartenn skol pa ne vez ket graet diwar goust ar c'helenn brezhoneg.Ur bugel all eus Dirinon a zisplege Véronique Thomas he doa en sell da studian er skol vrezhoneg e Daoulaz. Nac'het e oa bet dezhan abalamour ne oa ket emglev etre an div gumun.Un avokad evit lakaat an traoù war rez setu ar pezh e vefe ezhomm. Eürusamant ma vez lakaet maen dindan o fal," ar stourm a lak ac'hanomp da vezan krenv" e lavar Véronique evit klozan.

Voir aussi sur le même sujet :
Bet o tastum troioù lavar e brezhoneg, o kelenn breman istor geografiezh e yezh ar vro, ezel eus kerent ar vugale Diwan e Landerne.
[ Gwelout pennadoù all gant Eflamm Korneg]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons