C'hoariet ’vo "Malachap story" e Gwened d’ar sul 18 a viz Gwengolo, d'enderv, e-pad ar gouelioù Celtivannes; en Oriant d'ar sul 25 a viz Gwengolo, 3 eur d'enderv (sal "Plateau des Quatre vents"); en Alre, d'ar gwener 21 a viz Gouel Mikael (Here), da 8 eur hanter da nozh e sal an teatr (e tal an ti-ker) hag en Hen-Bont d'ar sul 23 a viz Gouel Mikael (3e d'enderv er vediaoueg). "Malachap stori" zo ur western tennet ag ur pezh c'hoari fentus skrivet e galleg get René de Obaldia, "Du vent dans les branches de sassafras". Lakaet eo bet e brezhoneg istor ar familh Gourvenneg, labourizion douar e tal Malachap city, er C’hentuky, e penn kentan ar XIXet kantved. Met n'eo ket sioul ar vuhez get an Indianed a zo war hent ar brezel... Eizh aktour zo : Maurice Jouanno (Job Gourvenneg), Armelle Boullé (Anna Gourvenneg), Marc Brustiec (Doktor Ar Floc’h), Yann Collias (Kevin Gourvenneg), Natacha Ar Gall (Jennifer Gourvenneg), Kristen Pennberr (Lagad Klujar ha Lagad Erer), Yvette Brustiec (Deborah - Buan el un tenn); Christian Le Meut (James Billy). Leurennourez : Yvette Brustiec.