Nevez embannet eo enklask Yann Ber Thomin war kêr Landerne e 18vet kantvet La fortune venait de la mer.Ur master an hini eo eskol veur Brest gant ar c'helenner Philippe Jarnoux. Ul labour diaes da gas da benn. Kouezhet e oa ur vombezenn e kerz an eil brezel bed war an dielloù Landerne, devet holl pe dost. E Bilbao e Bro Vask e chom 300 vloaz dielloù. Bilbao emezit-hu? Landerne a oa en darempred gant ur c'hant porzh bennaket en Europ! Bilbao'oa unan anezho, Londrez, Libourne, Blaye a oa ivez. Mont a ra enklaskoù maer kozh Landerne enep raksonjoù e vez graet diwar benn Breizh Izel er mare se. Ar c'hontrol eus ur bet dastumet warnan eo. Porzh Landerne a oa bev-buhezeg ken e oa betek bezan brasan porzh Penn ar bed. Evit kas da benn e labour en doa heuliet Yann Ber Thomin hent un den anvet Barthélémy Kerrhos.
Barthélémy Kerrhos, ur business man war vor
Da lared an enklaskour e teue e anv alies mat en dielloù. Peadra da sachan e evezh ha d'e heulian betek Bilbao. E Arc'hantel e oa ganet e 1727 Kerrhos. Ur reder mor an hini 'oa Aet e oa da genwerzhour war dro 20 vloaz.Diwar e stumm e ouzer nebeut a dra. Ur ment etre, daoulagad du dezhan ha blev kistin. Da oad a 22 vloaz en em gavas e Landerne.Ur vatimant en doa ""le coureur". 20 beaj en doa graet e Bilbao. Ur spagnoleger a feson a oa. A-bell e oa deut da vezan kentan paramantour Landerne.Ken talvoudus a oa m'e oa aet da guzulier ha da vaer Landerne e 1781.Pa oa aet d'an anaon e 1805 eoa mestre war 25 menaj er vro! Pinvidik mor an Aotroù. E meur a ziell e lenner e oa ur gwerzhour roenvoù evit ar morlu. Traoù all a werzhe hag a brene ivez. E Breizh e oa ur reolenn hep he far. D'un den jentil e oa tu ober konvers hep koll evit kement man e garg.
Un ekonomiezh digor
Landerne a gase lien ha lêr, prudioù al labour douar. Degas a rae gwin eus Akitania, houarn eus Bilbao, koat prenn eus Baionna ha bez eus kaeroc'h koltar ha rousin, glaou eus Kembre.Ken digor ma oa, edo Landerne troet muioc'h gant porzhioù estren ewid porzhioù Breizh. Ur gwir ekonomiezh ezporhin a oa. A-hed an elorn e oa bet savet 1000 metr kae. D'an nebeutan e teue betek ar pont Rohan bagoù teir gwern 260 tonellad eus Bourdel hag e lec'h all. Batimantoù bras mat a zeue da vouilhan o eurioù. e Brest lec'h oa donoc'h an dour e errue reoù vrasoc'h betek 600 tonellad. Memestra e oa espar gweled listri a seurt se e Landerne, 20 kilometr eus ar mor. Petra zo kaoz ez ae oberiantisoù porzh Landerne war raok pa ez ae re ar porzhioù all war ziskar? Al lin! Goude an dispac'h e oa chomet ar blantenn er vro. chans Landerne a oa eme Thomin.War ar marc'hat edo ar voull gant bro al loar. Colbert ministr Loeiz XIV en doa divizet sevel ur morlu e Brest. Kement tra a oa e Landerne, an """"""""""""""hinterland" Brest. E-diabarzh ar vro e veze pourvezet fonnus Brest. E 19 vet kantvet e oa Landerne kentan ker industril an departamant. Uzinoù filature 'oa bet staliet (société lignaire du Finistère).
An hent houarn a son glaz porzh Landerne
Un a-dro 'oa kar e oa tremenet Landerne d''ar c'honvers d'an industri.Kirieg a oa an hent houarn eus ar c'hemm se. Lazhet en doa ar c'honvers-mor gant Brest.Ar c'heflusker war ar bigi o doa peurlazhet ar c'honvers se dre ma oa deut bagoù brasoc'h d'ober o reuz e Brest. An tizh en doa chenchet ar jeu. Dre an tizh e oa bet kreizennet ar main d'oeuvre.