Klip ar Redadeg, ken brav hag ar re graet en Euskadi ?
Kredapl, gant al labour graet e bord ar mor e skolaj Gwiseni, e Karaez, e Gwidel, e studio Dom Duff.
Bremañ e chom ar skeudennoù diwezhañ da filmañ, hag evit-se e vo ret dont da fest-noz Yaouank Roazhon d'ar Sadorn 19 a viz Du, mont e-kreiz ar sal, fiñval, un, daou, tri, pevar en a-raok, pevar en a-dreñv, pevar war ar c'hostez, huchal "Chaous !" er penn-kentañ, ha huchal kreñv "Cheyeyeye" er fin o stokañ en ho taouarn.
Bez vo liseidi Diwan a sikouro ac'hanoc'h e-kreiz an dud. Un, daou, tri, ... pleustrit !