Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Kenstrivadeg haiku : lakait an holl da gemer perzh, skolidi, liseidi, studierien ar c'hentelioù noz !
Evit ar seizhvet kenstrivadeg haiku eo bet dibabet tem al laboused
Par Fanny Chauffin pour ABP le 7/11/11 15:59

"Bout war ma zouar, nemet bout" a lâre Youenn Gwernig. Peseurt laboused omp-ni, Bretoned, prest da daout hor sac'h, breudeur gozh ? Pe kentoc'h prest da asantiñ da forzh peseurt labour keit ma vo er vro-mañ ?

Tem festival Taol Kurun 2012 a vo "bevañ er vro", ha neuze evit ar genstrivadeg haiku ez eo bet dibabet tem al laboused gant ar juri : ur fulup a chom tost d'an ti, ar vuoc'hig ruz a ya pell, al labous glas ne vez ket gwelet pelloc'h eget un eilenn war bord ar stêr ... Neuze, d'ho pluennoù, tudoù !

Er bloaz paseet, 92 barzhoneg skrivet gant liseidi ha skolidi ha 35 barzhoneg gant tud deuet a oa bet kaset e brezhoneg. Ret e vo ober gwelloc'h er bloaz-mañ. Prest eo Mai-Ewen da vont d'ar c'hlasoù (kelennerien ha skolaerien, kentañ hag eil derez), d'ar c'hentelioù noz zoken, evit displegañ reolennoù simpl an haiku.

Ur wech skrivet, kasit anezho (tri dre zen ha dre yezh : galloeg, brezhoneg, galleg) da " taolkurun [at] laposte.net".

M'ho peus c'hoant da c'houzout hiroc'h : (voir le site)

Da gas a-raok ar 01/01/2012

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons