



Romant kentañ Armel Le Sec'h eo, « evit ar re yaouank hag ar re chomet yaouank », eme-hi. Skeudennoù blizidik-tre a zo gant Erwan Le Sec'h, mab an oberour.
Romant kentañ Armel Le Sec'h eo, « evit ar re yaouank hag ar re chomet yaouank », eme-hi. « Owen eo va anv. Ranket am eus tec'hout kuit diouzh va bro, Breizh-Veur, dirak ar Saozon, da vont da chom e Breizh-Vihan. » « Ur bugel e oan c'hoazh pa oan aet kuit war vor, asambles gant Gwennin he blev ruz, ur gaer a blac'h. Diouganet e oa bet deomp gant ar sorserezh e chomfemp bev daoust d'ar gwall-amzer, d'al laeron-vor ha d'ar Franked. » « Skiant e leizh am eus tapet en ur vont, a-drugarez da Weltas, abad Lokentaz, en deus heñchet ac'hanomp. » « E dibenn ar veaj ne oan ket ur bugel ken... »
Skeudennoù blizidik-tre a zo gant Erwan Le Sec'h, mab an oberour.
Ul livourez brezhon a vicher eo Armel Le Sec'h. Krouet he neus ar gevredigezh Poellgor an Tarv, an divyezhek Poellgor Arzoù Breizh. « An divyezhegezh, en Arz, evel er sonerezh, a zo un Awen, rak du-se eman stivell hor personelezh. Digor-frank war ar bed eman ivez, en abeg d'al lans spered a ro tro da zeskin kalz a yezh all... » Roiñ a ra ivez Armel kaozeadennoù e brezhonneg pe e galleg diwar Arz Breizh hag hon identelezh
e brezhoneg, peAussi sur ABP…Arz Breizh hag hon identelezh. Kaozeadenn gant Armel Sec\\\'h
« Ar pezhioù kizellet da gentan hag an tisavourez, ar pezhioù livet hag ar fotoioù goude, o deus “kizellet” hon identelezh hag hon ene, hag er memes amzer o deus roet d'ar bed skeudenn hep par ur Vro lugernus. »
e galleg.Aussi sur ABP…L'Art de Bretagne et notre Identité. Conférence d'Armel Le Sec'h
« Les sculptures et les monuments d'abord, la peinture et la photo ensuite, ont “sculpté” notre identité et notre âme, et dans un même temps ont donné au monde l'image
http://sitekreator.com/ArmelLeSech/main_page.html ha http://mapage.noos.fr/poellgorantarv/galerie.htm
Embannet gant Skol Vreizh e Montroulez. ISBN : 978-2-915623-85-7 EAN : 9782915623857 18,5 x 12 80 pajenn http://www.skolvreizh.com/ diwar Skol Vreizh. Da welout ivez
e galleg.Aussi sur ABP…“Beaj Owen” et “Le Voyage d\'Owen” de Armel Le Sec’h, deux nouveaux livres chez Skol Vreizh
Au VIe siècle aussi les enfants ont froid et peur dans les bateaux qui les emmènent en Petite Bretagne, près de Nantes... en breton et en français
Maryvonne Cadiou ha Skol Vreizh.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !