photos/23/23662_1.jpg
- Présentation de livre -
Tramor, ur romant ma konter planedenn ur paotr divroet
Anavezet eo Frank Bodenes evit e labour skrid, e vlog ...
Par Fanny Chauffin pour ABP le 27/10/11 11:33

Amañ e "Tramor" e kont ar skrivagner planedenn ur Saoz yaouank deuet da Vreizh n'ouzer ket perak, o chom en un ti e-kreiz ar c'hoadoù, gant e dad hag e vamm.

Buhez pemdez ul lisead,sot gant ar sonerezh, met santet e vez diouzhtu n'eo ket sioul ha plaen an traoù : kavout a ra ur gaouenn varv ouzh dor an ti, gwallhuñvreoù an tad liammet gant brezel an Inizi Maloù a lak al lenner da soñjal e chom ur sekred stag ouzh ar familh-se...

Emgav gant ar skrivagner, a-raok ar saloñs :

ABP - Frank , abaoe pegeit amzer e skrivez ?

Frank- Er bloavezh 2004 e oan bet krog da lopañ war an touchennoù, ne oa nemet un taol esae hag a oa chomet da skeiñ ouzh dorioù ar c'hentañ Priz ar Yaouankiz justamant ! Goude se em boa skrivet daou levr degemeret gant Emgleo Breiz : "Kaz dall ki tomm tomato sketchop" ha "Kriz ar yaouankiz", un dastumadeg danevelloù deus hemañ diwezhañ.

ABP - Petra en deus lakaet ac'hanout war an hent-se ?

Frank- C'hoant em boa da ober un dra bennak gant ar brezhoneg bet desket war levrioù, o lakaat anezhañ da dalvezout war baper asambles gant ur yezh n'eo ket heñvel : ar brezhoneg am eus bet ar tro da glevet tro-dro din er vro-mañ abaoe ma ganedigezh.

ABP- E Tramor e kontez istor ur c'hrennard a glask e hent e Breizh goude bezañ bevet e Breizh-Veur ; hag eñ eo ar c'hrennard-se un tamm heñvel ouzh hini e oas-te d'an oad-se ?

Frank- Emichañs on deut a-benn da aozañ ar skrid o lakaat un tammig eus an daou du : amzer va yaouankiz din-me koulz hag hini ar grennarded a-vremañ. Bennoz a dlean d'ul listennadig a voueterien yaouank hag o deus heñchet ac'hanon evit silañ daveoù n'int ket dibaseet, klasket em eus ober kont an tostañ ar gwellañ eus an amzer evel m'emañ o redek en deizioù-mañ, kement-se hep gwellaat na kempenn ar wirionez.

ABP - Tramor : plijout a ra dit an istor (brezel an Inizi Maloù) hag ar sonerezh rock a vez kavet ingal er romant. Skrivañ evit ar re yaouank a zo disheñvel ? Pe heñvel ouzh skrivañ romantoù evit ar re deuet ?

Frank- Me gav din n'eo ket ken diaes-se skrivañ evit ar grennarded, sevel un istor a blij dezho ha mont betek penn ne lavaran ket ! Heñchet eo bet lod eus ar strolladoù rock er bloavezhioù 70-80 gant istor ar Rouantelezh war an diskar. Lakaomp gant brezel an inizi Malou pa oa houarnerez Thatcher o lakaat proletourien da sevel bagoù nevez er porzhioù evit lakaat anezho warno e-sell kas jeu da Arc'hantina. Daou vil a bennoù Saoz a oa lazhet du-hont tost da dregont vloaz zo. Setu ur brezel mezhus a zo aet an eñvor dioutañ da hesk pe dost. Chom a ra kanaouennoù gant Robert Wyatt, Crass, Elvis Costello, Billy Bragg, e-se evit derc'hel soñj memes tra, un drugar evit harozig va levr pa z'a tamm-ha-tamm war hent e dad hep gouzout dezhañ, a-drugarez d'ar sonerezh ha d'e vignoned.

ABP- C'hoant 'pije da gaout ur gwir statud evit ar skrivagnerien vrezhonek : gallout a rafes kontañ hiroc'h deomp ?

Frank- Ne vije ket fall ma vije paeet ar skriverien ar gwirioù a vez dleet dezho ha mat pell zo ! Labourat evit netra n'eus ket dioutañ er bed sevenet (sivilizet) !

ABP - Petra soñjez eus al lennegezh a-vremañ e brezhoneg ?

Frank- Poent eo d'ar re yaouank kregiñ en o fluennoù ! Lañset mat eo abaoe 2004, hir eo an hent !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons