Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
golo al levr
golo al levr
- Présentation de livre -
Gerioù Glas-Noz gant Loeiz Gwilhamot
Abred-tre on bet douget d'al lennegezh ha d'ar varzhoniezh. Koulskoude on aet diwezhat a-walc'h da furchal el lennegezh e brezhoneg, hag on bet sebezet o tizoleiñ skridoù Roparz Hemon ha skipailh Gwalarn
Par Erwan ar Menn pour Éditions Aber le 17/10/11 9:59


"Abred-tre on bet douget d'al lennegezh ha d'ar varzhoniezh. Koulskoude on aet diwezhat a-walc'h da furchal el lennegezh e brezhoneg, hag on bet sebezet o tizoleiñ skridoù Roparz Hemon ha skipailh Gwalarn.

Goude bezañ graet anaoudegezh gant Pirc'hirin ar Mor e'm eus bet c'hoant e enrollañ war ur gantenn ; graet eo bet gant sonerezh Youenn Manchec ha skoazell Aber. Roparz Hemon zo evidon unan eus hon brasañ skrivagnerion."

From, fentigell, melkoni, c'hwervoni zoken, orged, taolennoù tener… Liesliv eo awen Loeiz Gwilhamot, ha liesdoare an testennoù bodet e Gerioù glas-noz, an dastumad kentañ kinniget gantañ : skridoù hir pe hiroc'h, haïku, barzhonegoù e gwerzennoù dieub… danevell un darvoud fentus, eñvor ur fromadenn… Hag o tistreiñ evel houlennoù ar mor, atersoù war al lavar, ouzh ar gerioù…

Loeiz Gwilhamot zo bet ganet e kreiz ar c'hantved tremenet (1952), etre ar Stêr Aon hag ar Menez-C'hom. Goude bezañ bet "Yann e vil vicher" e-pad un nebeud bloavezhioù, e labouro er skingomz e-pad 30 vloaz bennak : e Berlin, e-barzh S.F.B., e Breizh evit France Bleu Arvorig hag France Bleu Breizh Izel, goude bezañ bet o kenlabourat gant France Culture hag R.F.I.

Abaoe e klask skrivañ !

Gerioù glas-noz, 14 x 20 km, 80 p.

Priz : 10 €

ISBN : 978-2-916845-08-1

Document PDF bruderezh. Source :Aber
Document PDF publicité. Source :Aber
Voir aussi :
Aber a zo ur gelaouenn lennegel e brezhoneg. Berrskridoù ar pennadoù-skrid a zo e saozneg. Un ti embann eo ivez Aber hag embann a ra oberennoù e brezhoneg. Voir le site
[ Gwelout pennadoù all Éditions Aber]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons