Kanerien kan ha diskan, ha plijet gant tonioù ar vro eo Yann-Pier Derredel ha Fulub Guern, kelenner ha skolaer an daou. Dastumet en doa Yann-Pier tonioù er vro e bloavezhioù 1980 gant Mona Bouzeg.
D'ar mare-se ne gomze ket brezhoneg c'hoazh, met deuet eo buan dezhañ, ha fellout a ra dezhañ kanañ an tonioù-se bremañ, gant taol mouezh ha gerioù bro Kemperle, Kerien, Bei...