Banniel Breizh, festival etrekeltiek, CRSed : sioul ha sentus eo bet an dud.
Banniel Breizh, festival etrekeltiek, CRSed : sioul ha sentus eo bet an dud.
Telennoù hag arvesterien sioul en diabarzh gant tri arzour brudet eus Iwerzhon, Skos ha Breizh. Un den brudet ganto ivez, evit meur a abeg : e penn ar Sevenadur e Bro-C'hall emañ, bet o weladenniñ gouel kan ar vartoloded da vintin e Pempoull, ha goude-se ar festival brasañ a zo e Bro-C'hall : emvod ar Gelted en Oriant.
Hag en diavaez, archerien prest da vont a-enep un dornad tud (etre hanterkant ha kant, lakaomp), nann-feulst, o c'houlenn nebeut a dra, o c'houlenn just un draig : ha ma vefe, un devezh bennak, doujet da wirioù Mab-den er vro, krouet ganti, pell' zo, gwirioù Mab-den, just a-walc'h ?
E Calais, e Taiwan, en Afghanistan, e vez flastret gwirioù ar pobloù bihan bemdez, frankiz an dud o deus c'hoant, gant gwir abeg, komz yezh o bro, hep kaout kement a drubuilhoù, kement a skoilhoù, kement a ziaesterioù ...
Kaset e vez ar repuidi da sutal, gwallgaset ha toullbac'het e kampoù Roazhon gant bugale vihan, gant ar memes re, CRSed gwisket gant livioù ar republik, diazezoù ar republik : breudeuriezh, ingalded, ha frankiz.
Polis pep lec'h, justis ... anevezout a rit ar pezh a zo da-heul.
Komzoù kan Danyel Waro
"Stlakit ho taouarn, dañsit mammoù
Stlakit ho taouarn, dañsit
Stlakit ho taouarn, dañsit mammoù,
Ho pugale zo saveteet.
Hiziv e lârez
emañ da vugel deuet a-benn
Komz ' ra brav ar galleg
abaoe m'emañ divroet
Harp da vlejal 'ta
m'eo dilezet ar parkeier
Stlakit ho taouarn,, dañsit bourc'hizien
Stlakit ho taouarn, dañsit
Stlakit ho taouarn, dañsit bourc'hizien
plijus eo an dilabour.
Lâret ' ra ar binvidien
'vez eürus an den dilabour
Int a zo o skodenniñ
evidomp-ni al lezireien.
Cheñchomp penn d'ar vazh
ha ne gavec'h ket se ken fentus.
Stlakit ho taouarn, dañsit kamaraded
stlakit ho taouarn, dañsit
Stlakit ho taouarn, dañsit kamaraded
Cheñch ' raio an traoù
Degouezhet Miz Even,
E oamp o vont da c'hounit, bremañ eo graet,
Sur omp da chom Gallaoued
Paouezet evel gleped da huchal
e vo kemmet an traoù er Reunion "
Commentaires (3)
Goude ma oa bet lazhet, boureviet, laeret miliadoù a dud gant tud foll da stagañ (An Dispac'h Meur, c'hwi 'oar), e oa bet kavet mat ganto laerez ar mennoz-se digant an Amerikaned , ha klask lakaat da grediñ e oa bet ijinet ganto.
Penaos e c'hellfe ar pennoù-chatal gros -se(ar re a rene al lazhadeg meur anvet "dispac'h gall") bezañ bet gouest da ijinañ seurt tra? Ar c'hontrol mik eus doujañ ouzh gwirioù mab-den he deus graet Bro-C'hall e pep lec'h hag e pep amzer, hag e kendalc'h, hag e kendalc'ho!
N'hon eus netra da c'hortoz digant bro an enep- gwirioù mab den. Savomp en-dro hon ekonomiezh, hor sevenadur , hor skolioù, hon enor, adkavomp hor gwir istor, bet laeret diganeomp. Ha paouezomp da huñvreal, rak skuizhus e teu da vezañ!
Digas a ran da soñj, d'ar re ne ouezont ket, ha d'ar re a ra van da nompas gouzout , n'eo ket bet staget hor bro ouzh BroC'hall, biskoazh! Rak feur-emglev 1532, n'eus ket anezhañ dre ma ne oa ket bet doujet ouzh ar reolennoù ret evit sevel ur feur-emglev . Bez ez omp 'tao , diouzh ar Gwir Etrevroadel, ur stad dieub ! Ar re o dije c'hoant da c'houzout hiroc'h a c'hell skeiñ war Google : Melennec Louis traite de 1532... hag a c'hello lenn pep tra bet skrivet gant al lezennour gouiziek bras-mañ.
"Stourm meur ar vro"(Glenmor) a gendalc'ho bremañ war dachenn ar Gwir Etrevroadel. Poulzit ar re varrekañ eus hor studierien yaouank da studiañ ar Gwir war ar memes tro hag an Istor. Ezhomm hon do eus o gouiziegerzh da vont pelloc'h ganti
Evit a sell an Afganed, anat eo o deus droed an Dalibaned da vac'homañ o merc'hed e peoc'h, burka hag all : eveldoc'h emaon a-du gant liesseurtegezh ar sevenadurioù, dreist-holl p' en em lakaont da vleugniañ e karterioù zo e Breizh « ar pemp departamant », a zo kaeroc'h ! Ha na rit ket ur gouennelour ganin, mar plij. Re aes e vefe. Kalz re aes.