Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Claudy Le Breton a embann e pellgomzo da A-Stroll evit studial o c’houlennoù a-ziwar-benn ar Brezhoneg er vuhez foran.
Claudy Le Breton a embann e pellgomzo da A-Stroll evit studial o c’houlennoù a-ziwar-benn ar Brezhoneg er vuhez foran.
gael roblin pour A-Stroll (Ensemble pour le trégor-goelo) le 21/06/05 10:42

Claudy Le Breton a embann e pellgomzo da A-Stroll evit studial o c’houlennoù a-ziwar-benn ar Brezhoneg er vuhez foran.

D’ar sadorn 18 a viz even e oa aet izili A-Stroll da skignañ traktoù e kastell ar Roc’h Ugu evit goulenn e vefe muioc’h a sikour evit ar Brezhoneg digant kuzul-meur Aodoù an Arvor. Tro mil trakt zo bet skignet, ha degemeret mat gant an dud. Claudy leBreton prezidant an departamant en deus lavaret da stourmerien ha stourmerezed A-Stroll e pellgomzfe dezhe a-benn studial o c’houlennoù.Hennezh eo an hini en devoa goulennet digant an tier kêr eus an departamant da lakaat Saozneg en o c’hannadigoù, pa n’eus tamm plas ebet evit ar Brezhoeg e hini an departamant ! Christian Leprovost atebek war ar sevenadur er c’huzul-meur e deus graet kement all. Kement mañ o deus embannet dirak ar gelaouennerien niverus deuet d’ar Roc’h Ugu evit digoradur hañvez sevenadurel ar c’huzul departamant. Renerien ar c’hastell o deus embannet int ivez e oant kontant da lakaat brezhoneg war wel war al lec’h. Ma seblant laouen izili A-stroll e lavaront e vo ret heuliañ tout se a dost evit ma vefe lakaet e pleustr an holl bromesaoù kaer se. Sed aze da heul trakt A-Stroll :

„N’omp ket chas ! Brezhoneg yezh ofisiel !

Etre ar chas hag an dud , ar yezh an hini eo a ra an diforc’h. Eus ur vro d’eben e harz ar chas er memes mod. Pep pobl avat he deus he sevenadur hag he yezh. Ken pouezus eo spered an den hag e gorf ha ken gwazh eo lazhañ e yezh hag e gorf.

Nac’het e vez hon gwirioù gant mellad 2 ar vonreizh c’hall a zo un torfed ofisiel a-enep gwirioù mab-den.

Goude un hir a stourm hor boa lakaet departamant Aodoù an Arvor da ginnig panelloù brezhonek war vord an hentoù. Hag abaoe...da grediñ zo eo deuet politikerezh yezh an departamant da vezañ nemet gortoz ambrougiñ ar c’harr-kañv.

Goulenn groñs a reomp digant ar c’huzul-departamant :

-Ma vo ar brezhoneg par d’ar galleg e kement tra skrivet er Roc’h Ugu pe da vrudañ a arvestoù a vo kinniget eno.

-Ma vo degemeret ar Brezhoneg e kannadig ar c’huzul departamant « Côtes d’Armor ».

-Ma vo bruderezh e Brezhoneg e kement darvoud skoazellet gant ar c’huzul-departamant.

-Ma vo degemeret ar Brezhoneg e melestradurezh ar c’huzul departamant.

-Ma vo savet ul luskad foran e kenver ar brezhonegerezed hag ar vrezhonegerien evit ma vo lorc’h enne oc’h ober gant ar yezh koulz er vuhez bemdez evel er vuhez foran. »

Evit A-Stroll Anna Kerrain : 0681055095 (voir le site)

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 4) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons