Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/22/22774_1.jpg
photos/22/22774_2.jpg
- Interview -
Lisardo hag ar brezhoneg : sinet e vo karta Ya ! d'ar brezhoneg dizale
Displegañ a ra Lisardo, rener ar festival, plas ar brezhoneg e festival ar bloaz-mañ
Par Fanny Chauffin pour ABP le 28/07/11 11:52

Displegañ a ra Lisardo, rener ar festival, e festival ar bloaz-mañ

ABP - Penaos e vo er bloaz-mañ e straedoù ar festival ?

Lisardo - Divyezhek e vo an holl banelloù, ne oa ket plas a-walc'h er c'hatalog evit gallout lakaat pep tra divyezhek, met kinniget e vo an abadennoù e teir yezh (saozneg, brezhoneg, galleg) e C'hoariva An Oriant gant Catherine Delalande, evit al lec'hioù all avat e klaskimp hen ober, peogwir e vank tud a youl-vat prest d'hen ober bemdez (11 devezh, meur a abadenn e pep lec'h), met a-du emaomp evit degemer ar re o dije c'hoant da ginnig an abadenn e brezhoneg e lec'h ne vez ket graet (Palais des Congrès devezhioù 'zo, Espace Marine, ...).

E kazetenn ar festival, ar "Festicelte" e vo pennadoù e brezhoneg, barzhonegoù e galleg, brezhoneg, hag en ur yezh keltiek bemdez.

ABP - Ha Nolwen Leroy ?

Lisardo - Ma ... Bewech e vez goulennet ouzhin respont da se : e miz C'hwevrer he doa goulennet dont amañ. Ha graet hon eus evel ar re all, goulennet hon eus ur raktres arzel diganti, ar pezh n'he deus ket graet. N'eo ket ur grouidigezh he deus graet, met adkanet he deus tonioù a oa bet savet ha kempennet gant re all. Ur seurt "business etrevroadel" eo. Evidomp, kenderc'hel a raimp d'ober pariadennoù diaes, evel hini Hugues Auffray a zo anvet "Jack Kerouac, Berizhad Amerika" . Gant an Erer Kozh omp ar re nemeto n'o deus ket degemeret hec'h abadenn. Piv aoar ? Marteze 'benn bloaz e vo kinniget gant Nolwen ur "gwir" grouidigezh". Pal ar festival eo diskouez krouidigezhioù ar Gelted ha diaspora ar Gelted.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 4 commentaires
Joss Le Jeudi 28 juillet 2011 17:53
An dra vat eo, sur evit ar brezhonneg. N'on ket ok gant lisardo diwar Nolwenn Leroy, marteze e vo ur sonj mat da gemer Nolwenn, he album zo mat-kenan war ar charts, e Bro-Paris da skouer, marteze se zo ar spered-diaspora.
Da gober soniou evit holl ar publikou a zo un dra mat
(0) 
JY Le Touze Le Jeudi 28 juillet 2011 23:31
" sinet e vo karta Ya ! d'ar brezhoneg dizale" .. Perak ?
Karta "Ya d'ar Brezhoneg" 'zo bet sinet dija bloavezhioù'zo get Gouelioù etrekeltiek an Oriant .. sinet get JP Pichard, Mikael Micheau Vernez hag tud arall....
Me ivez, n'on ket a-du get Lisardo diwar-benn Nolwenn LeRoy .
(0) 
Thierry J Le Samedi 30 juillet 2011 11:03
à quand la signature du SPACE (salon international des productions animales à Rennes, mi septembre) qui a un catalogue en 6 langues et aucune place pour le breton... et les autres festivals: St Nolff, Malguénac...?
(0) 
Eozen Le Dimanche 31 juillet 2011 23:43
Evit ma vefe muioc'h mui a aozadurioù oc'h ober gant ar brezhoneg hag o sinañ "YA d'ar brezhoneg" eo ret da gentañ penn e yafe tud da c'houlenn outo d'en ober... Deomp dei' eta !!
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons