E sal liesimplij ar skolaj Diwan Kemper e oa bodet un hanterkant bennak a skolajidi lennet ganto ar 6 levr Priz ar Yaouankiz 2011. Ar re 5vet da gentañ, o doa da zibab etre ul levr skrivet gant Jakez Erwan Mouton "Kornog Pell", hini Yann-Fanch Jacq "Lunedoù Fanchou" hag "Avalon" skrivet gant Pierre-Emmanuel Marais.
War a seblant eo ar Far West en deus plijet ar muiañ dezho, heuliet a dost gant hini avanturioù an arrozez Seannead. Evit Yann-Fanch avat, istor ar paotr yaouank gwallgaset gant ar skolajidi n'en deus ket graet kement a berzh.
Evit ar re vrasañ, daou dastumad daneveloù. Hini Mich Beyer "Azigoragazar" gant istorioù skrijus (ur vamm o lakaat tan barzh he zi a-raok donedigezh e bugale, da skouer) a zo bet ar "Poulidor" (an eil gwech evit ar skrivagnerez bezañ eilvet). Kinniget oa bet gant Yann Fanch "E kornig ma c'halon", ul levr levezonet gant darvoudoù gwir hag un istor trist kenañ : krign bev ur gwaz a guzh e c'hleñved d'e muiañ karet ... Met gant daneveloù Herve Lossec eo aet ar maout benn ar fin gant un dastumad daneveloù "Tu pe du", gant un nebeut mouezhioù (pemp) muioc'h eget Mich Beyer. Daneveloù a c'hell bezañ lennet gant an holl : planedenn tud ordin, ur blenier karr-samm, ul labourer-douar, interamant un tad-kozh, gant un dibenn dic'hortoz atav.
Dibabet oa bet gant juri féa al levrioù a vo benn ar bloaz o tont, goude bezañ bet lennet an 22 skrid kaset gant 27 skrivagner disheñvel (romantoù pe daneveloù skrivet gant skipailhoù tud, pe skolajidi). Moien e vo d'an holl gelennerien ha skolaerien (priz ar Vugale), gourc'hemenn anezho fin miz Eost. Istorioù a bep seurt a vo : ur gwallzarvoud spontus, kleñved spered, hent micher krennarded, e kreiz an deserzh ...
evit gouzout hiroc'h : 02 98 71 74 94 / 06 79 14 96 87
afea [at] laposte.net