Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
22/06 : staj Ai'ta ! e Kawan... digor eo d'an holl !

A-raok mont da c'hoari krampouezh war an aodoù (?!) e kinnig Ai'ta ! deoc'h ur stummadur war ar mod da sevel, da brientiñ ha da gas un oberenn disentiñ. Choaz ur

Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 13/06/13 19:42
:
Réalisation :

A-raok mont da c'hoari krampouezh war an aodoù (?!) e kinnig Ai'ta ! deoc'h ur stummadur war ar mod da sevel, da brientiñ ha da gas un oberenn disentiñ.

Choaz ur pal hag ur strategiezh, tuta, prientiñ an dafar, bezañ gwelet er mediaoù... Reiñ ur rol da bep hini ha dont a-benn d'ar palioù lakaet... Ober war-dro an archerien, ar mediaoù, an arvesterien...setu un toullad traoù ha na vezont ket graet war ar prim, hag ul labour a skipailh a rank bezañ !

Rannañ ar skiant hon eus prenet war an dachenn eo pal an devezh, hag un tamm labour pleustrek a vo ivez !

Emgav e Ti ar Vro Kawan d'ar sadorn 22 a viz Even, da 10 eur beure. Da 5 eur e vo achu. Evit mann eo an devezh. Degasit ho poued ganeoc'h !

Evit kaout titouroù ouzhpenn pe lakaat hoc'h anv, kasit ur postel da : ai.ta.treger [at] gmail.com

Hag evit reiñ un tañva deoc'h deus ar pezh a zo tu d'ober pa vezer aozet un tamm, setu ar filmig bet savet da heul hon oberenn e Sarzhav teir sizhun 'zo. Plijadur deoc'h !

Skipailh Ai'ta !

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 0 ?