E Roazhon ez eus bet skarzhet kuit 140 a repuidi diouzh ur skwat, da 5e45 dimeurzh gant 100 poliser.

Da 5e45 dimeurzh vintin e oa bet skarzhet 140 goulenner repu a oa o chom en ur skwat e Roazhon, sikouret gant ar gevredigezh DAL (Droit au Logement).

100 poliser, 25 karr-boutin e straed Fougères er mintin-mañ e Roazhon. Ne c'helle ket ar mediaoù tremen, ret e oa d'an holl dud tapet diskouez o faperoù.

Prientet oa bet d'an holl c'houlennerien repu un tiked evit mont d'ar Prefeti ma oa bet staliet ur sal ispisial evito. Ar familhoù a vo lojet, hervez ar Prefeti, met diskoulm ebet evit ar baotred yaouank a vo rediet da gousket e kambr ar stered.

Bro gwirioù Mab-den emit-hu ? Ur vro m'eo ar gwir da vezañ lojet ur gwir evit an holl, sañset.