Marcel Moysan, ur maer hag ur stourmer evit ar yezh
Redek a rae evit Redadeg 2010, amañ emañ pa vez dav difenn ar yezh, digeriñ un hentenn divyezhek, skoazell ar re a youl vat war an dachenn. Ur wech ouzhpenn, maer Kerien a zo deuet da galonekaat ar re a stourm evit ar brezhoneg e Rieg.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 9/02/11 15:03
Digoradur ur festival, evel ur bern re all. Met ar pezh a zo souezhus eo klevout aotrou Maer Kerien (29) o tisplegañ e brezhoneg hag e galleg perak eo a-bouez distreiñ d'an dalvoudegezh wirion evit ar boued, ha prederiañ muioc'h war stad al labour douar hiziv an deiz.
En India e vez ul labourer douar oc'h en em lazhañ bep div eurvezh gant round up Monsanto.. E Breizh omp erruet d'ur sifr spontus ivez : un emlazh bemdez (sifroù ur gazetenn labourerien-douar ar sizhun-mañ). Poent eo doujañ ouzh ar re a labour ha kompren an doare da grougañ an dud a glask bevañ o produiñ laezh, kig hag all ... gant ur priz re izel evit bevañ !
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....