E-kichen ar c'hoariva relijiel, ar Misterioù, e oa er Grennamzer ur C'hoariva farsus. Pezhioù- c'hoari laouen, fentus, gros a-wechoù ; pezhioù flemmus, goapaus, un tammig kentelius lod anezho.
“La farce du Cuvier” a zo e Bro-C'hall, unan eus ar re vrudetañ. E brezhoneg ez eus deut betek ennomp un nebeut gwerzennoù eus “Amourousted an den kozh”... Ouzhpenn ar pezhioù farsus edo ivez ar Fablennoùigoù – “Fabliaux” e galleg...
Kavet e vo da lenn el levr-mañ “En-dro d'ar poull” diwar “La farce du Cuvier” ha div fablennig, renket e doare pezhioù-c'hoari : “An div glujar” hag “Ar pallenn etre daou”. Ha da echuiñ tri fennad eus “Romant al louarn”. Displeget eo bet – hag e vez c'hoazh – ar pezhioù berr-se gant Strollad Ar Vro Bagan.