photos/20/20752_1.jpg
- Communiqué de presse -
Emvod kelaouiñ diwar-benn ar c’helenn publik divyezhek er Releg-Kerhuon
E kenlabour gant ti-kêr ar Releg-Kerhuon hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh Penn-ar-Bed, d'ar Meurzh 7 a viz Kerzu 2010, un emvod foran diwar-benn : Mont en-dro ar c'hlasoù divyezhek en Deskadurezh Stad
Par Visant Roue pour Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg. (OPLB / OPAB) le 3/12/10 10:25

E kenlabour gant ti-kêr ar Releg-Kerhuon hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh Penn-ar-Bed, d'ar Meurzh 7 a viz Kerzu 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c'hlasoù divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriñ ur c'hlas divyezhek er gumun e 2011.

Gant an ao. André Kervella, enseller an Deskadurezh-Stad hag an it. Gaëlle Le Bourdonnec, ensellerez an Deskadurezh-Stad gentañ derez war yezh ha sevenadur Breizh, e vo kemeret ar gaoz e-pad an abadenn.

Dalc'het e vo an emvod-se en Ti-kêr e sal an euredoù d'ar Meurzh 7 a viz Kerzu da 8 g.m.

Mont-tre dieub ha digoust.


Evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant an ao. Fañch Jezekel eus an Ofis Publik.

Pgz : 02 98 99 30 16

Postel : fanch.jezekel [at] ofis-bzh.org