Goude Dulenn e 2000, Helsinki, Palma Mallorca, Gorizia, Enezenn Skye, Vigo Di Fassa, Gdansk, ha Ljouwert/Leeuwarden, e vo savet an navet «Kendiviz Evit al Liested » (Partnership For Diversity) en Oriant, e Breizh er bloaz-mañ ar 27 a viz Du 2010, asambles gant ar genstrivadeg kan e yezhoù bihan savet gant Liet International ha Festival Etrekeltiek An Oriant gant skoazell Kuzul Europa ha Kuzul Rannvro Breizh.
Kenderc'hel da lakaat skiant prenet pep hini keñver ha keñver gant ar re all, ha da glask an hentoù evit gwareziñ ha kas war-raok liested ar yezhoù ha sevenadurioù a-dreuz Europa, setu pal ar c'hendiviz 2010, savet gant Kevre Breizh, kenurzhiadur kevredigezhioù sevenadurel Breizh, gant skoazell Emglev Bro An Oriant ha liammet gant rouedad EBLUL hag ar re all, dre vodañ tud ampart, dilennidi ar strollegezhioù lec'hel ha rannvroel hag an emsaverien gevredigezhel a vez o labourat bemdez evit ma vevo o yezhoù ha sevenadurioù.
Dre m'eo deut da wir feur-emglevioù nevez Unvaniezh Europa e 2010, ez eo kreñvaet he reizhegezh evit ma vo doujet da binvidigezh liested he yezhoù ha sevenadurioù, diazezet war dalvoudoù an demokratelezh ha giwrioù Mab-den ha war ar palioù enskrivet e melladoù 2 ha 3 ar feur-emglevioù koulz hag e Karta ar gwirioù diazez.
Evit-se, gant danvez ar bloaz-mañ e fell deomp lakaat keñver-ha-keñver pennaennoù bras al liesegezh hag an doujañs gant ar fedoù hag an oberoù a vez lakaet e pleustr e stadoù disheñvel, koulz gant ar galloudoù foran hag ar gevredigezh hec'h unan, ha gwelet ar roll a c'hell c'hoari Unvaniezh Europa. Laouen e vimp d'ho tigemer.