Gant Riwall Huon eo aet priz kentañ ar genstrivadeg danevelloù e brezhoneg aozet, evit ar wech kentañ, gant ti-kêr Karaez.
"Ne oan ket o c'hortoz kement-se" emezañ diouzhtu rak goude ma vefe bet embannet "Ar c'hazh triliv hag al labous garzh" e-barzh Al Liamm e miz Even 2010 e oa bet kinniget d'ar juri gant e vreur, hep gouzout da Riwall. Awenet eo bet ar skrivagner eus fedoù gwir, ur c'hazh triliv o treiñ ingal tro-dro d'e di, war ar maez, e Sant-Hern. Ur c'hazh souezhus, hag a seblante drouk ha tagus, gant daoulagad iskis. Barregezh hag ijin Riwall Huon o doa kavet aze o danvez evit kas da benn un istor faltazi o kontañ planedenn ur gwaz kozh, o chom e-unan goude ma vefe aet e wreg kuit hep tamm displegadenn. Hemañ ivez, a santfe daoulagad paret warnañ ingal. Hemañ ivez a welfe ar c'hazh triliv-se, ur gazhez e gwirionez, o troidellat nepell.
1500 € gouestlet d'ar yezh
Na pa anzav Riwall Huon eo bet plijet gant ar priz, n'eo ket bet c'hwezhet gant an enorioù. Souezhet, tra ken. "Trawalc'h eo din soñjal o deus kavet lod danvez em skrid, o deus santet un dra bennak". Gant ar 1500 € en deus gounezet en deus lakaet embann an danevell, gant ar soñj profañ anezhi d'e vignoned. Gant ar peurrest e fell dezhañ sevel ul lec'hienn Internet gouestlet d'e dad, Ronan Huon, ha d'e oberenn.
Evit ar bloaz zo o tont en deus embannet sklaer an traoù dija. N'emañ ket en e soñj konkouriñ. Daoust ma anzav eo a-bouez e vefe eus seurt kenstrivadegoù e bed ar brezhoneg e fell dezhañ lezel o chañs gant ar re all.