Aozet e oa bet un « Die-In » e ti-post Landerne gant Ai'ta ! d'ar meurzh 2 a viz Du, ha graet e oa bet gant ar pal goulenn ma vefe tu implij ar brezhoneg enno.
Aozet e oa bet an oberenn deiz digoridigezh ajañs nevez post Landerne ha n'eus ket plijet tamm ebet da rener an ti.
11e30, 15 stourmer bennak eus Ai'ta ! a za tre er Post, gwisket gant o zi-chirtoù orañjez ha maskloù gwenn war benn pep hini. An holl a c'hourvez war al leur p'emañ lod all er maez o staliañ ur pezh mell giton skrivet warni « Brezhoneg bev ! langues minorisées, à quand la fin du mépris ? ».
11e35, fuloret ruz rener an ti post gant an oberenn-se. Hervez, vefe ket tu d'an implijidi labourat a zigarez da son ar pib-ilin. Boutañ 'ra war an archerien evit ma rafent un dra bennak.
11e41, diviz a ra rener an ti post serriñ ar stal, gant ar stourmerien, pratikoù, ar gazetennerien hag eizh archer bennak en ti.
11e57, klask a ra an archerien tapout ha kas ar stourmerien ' maez. An holl astennet en em stag an eil re d'ar re all.
12e15, deuet eo a-benn an archerien da zirouestlañ divrec'h an dud. Pevar stourmer zo paket, daou diouto staget mennotennoù d'o zaouarn.
13e, an holl stourmerien zo bet dieubet. Fichet int bet gant an archerien. Gallout a rafe an ti-post dougen klemm a-enep Ai'ta !
Setu neuze kemenadenn stourmerien Ai'ta :
"Dirak kement a feulster ez eo feuket stourmerien Ai'ta ! gant doareoù archerien zo hag ar Post. Goulenn a ra ar strollad ma vo doujet da yezh breizh izel ha ma vo roet tro d'ar boblañs implij anezhi e pep lec'h. Trugarekaat a ra ar strollad Ai'ta ar familhoù ha bugale Landerne deuet d'an oberenn ha lod diouto gwallgaset gant komzoù taer rener ar Post. Digas a reomp da soñj o doa votet “Ya” 78 % eus an 13 062 a mouzherien d'ar goulenn “Faut-il généraliser le bilinguisme breton-français” en Telegramme un nebeud mizioù zo (Sellout ouzh ar poltred stag).
Da c'houzout ivez, pa ne vez ket divyezhekat an tier post nevez gant an ti-post, ez a neuze ar stal a-enep ar “Convention-cadre” evit wareziñ ar minorelezhioù broadel, bet savet e 1995, e parlamant Strasbourg, gant Kuzul Europa.
Gervel a ra Ai'ta ! Ar Vretoned da chom war evez heuliad an afer-mañ. Ma vez kaset ar strollad dirak al lez varn evit e stourm evit ar yezh, e vo ret d'an holl Vretoned kompren mat ez eo ar brezhoneg afer an holl Vretoned, ha diskouez o c'hengred !"
Ur fest-noz souten a vo aozet d'ar merc'her 10 a viz Du e Brest.
Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)