Graet eo ! Bez' ez eus bremañ eus ar c'hentañ chadenn hollvrezhonek kadarnaet ez-ofisiel gant ar CSA. Brezhoweb an hini eo. Hiviziken e vo skignet programmoù bemdez eus 6 e d'enderv betek 10 e 30. Pelloc'h eget an urzhiataer e c'heller sellet ouzh abadennoù nevez Brezhoweb war e iPhone hag e iPad, bepred diwar brezhoweb.com.
E-pad pell eo chomet ar Vretoned da sellet gant avi ouzh o c'hendirvi eus Bro-Gembre, Iwerzhon, Euskadi pe Gatalonia. Abaoe pell o deus ar re-se chadennoù tele en o yezh, ar pezh ne oa ket e Breizh. Ur gammed war-raok en deus graet ar brezhoneg e bed mediaoù ar vro-mañ enta, na pa vije ur chadenn niverel war internet ha n'eo ket unan hertzian. “Ne vern e gwirionez. Cheñchet eo mod an dud da sellet ouzh ar mediaoù a bep seurt. Kenkoulz eo internet hag an tele hengounel d'an holl bremañ, ha dreist-holl d'ar re yaouank. Ar re-mañ eo a glaskomp tizhout da gentañ” a zispleg Lionel Buannic, krouet Brezhoweb gantañ.
Pemp bloaz war-lerc'h en deus asantet ar CSA degemer ar chadenn diazezet en Intel dindan gevrat, “goude ur bloavezh o varc'hata” a resisa ar rener. “Kement-se zo deuet da wir a-drugarez da sikour ar Rannvro hag he folitikerezh yezh youlek, hag ivez da souten departamantoù ar Mor-Bihan, Penn-ar-Bed (15 000 € / bloaz) hag Aodoù-an-Arvor.” Ha Lena Louarn, bes-prezidantez ar C'huzul-Rannvro e-karg eus yezhoù Breizh, da venegiñ ar skoazell a 249 000 € a vo grataet da Vrezhoweb war an tri bloaz da zont. Ur sammad da geñveriañ gant budjed an embregerezh a dalv kement ha 260 000 € bep bloaz. “Netra da welet gant an 300 milion a vez gant tele Bro-Gatalonia, hogen dont a reomp a-benn da broduiñ abadennoù a-galite memestra, dorn-ha-dorn gant Dizale abaoe pell, evit advouezhiañ ha krouiñ programmoù.”
Ur statud nevez zo da Vrezhoweb enta. Hogen evit kaout ar statud-se he deus ranket ar chadenn aozañ he c'hael programmoù diouzh reolennoù ha kotaioù ar CSA, a-fed programmoù ijinet en Europa, kenbroduiñ,, kempenn abadennoù evit an dud vouzar, ha kement zo. “En eskemm e c'hellimp goulenn bezañ skoazellet gant Kreizenn Vroadel ar Sinema, ar pezh a zigoro deomp dorioù ur bern skoazellerien all, ensavadurioù ha strollegezhioù lec'hel en o zouez” a zisklêr Lionel Buannic.
E VOD pe war-eeun bemdez
E kael an abadennoù e vo ar cheñchamant pouezusañ diouzhtu avat. Hiviziken e c'hell ar chadenn mont pelloc'h eget ar video diouzh ar goulenn (VOD) ha skignañ dizehan bemdez. Ar pezh a vo graet etre 6 e ha 10 e 30 (s.o. p 7). Evit magañ ar gael ez eus tro 80 eurvezh a brogrammoù a-gostez gant Brezhoweb, “ha bep bloaz e vo produet un 60 eurvezh a brogrammoù fresk” a embann ar rener. Evel-just, ne vo ket trawalc'h gant 140 eurvezh evit leuniañ peder eurvezh hanter bemdez. Adksignañ a vo graet un tamm mat ivez. “Hogen mennet omp da greskiñ ar c'hementad a abadennoù fresk a vloaz da vloaz.” Emañ Lionel Buannic o varc'hata gant TV Breizh evit kaout an aotre da adskignañ programmoù ha n'int ket bet gwelet ken abaoe ma n'eus ket mui a vrezhoneg war TV Breizh ivez. War ledanaat emañ tachenn skignañ Brezhoweb ouzhpenn-se. Bremañ e c'heller sellout ouzh an abadennoù, e VOD pe war-eeun, war e iPhone hag e iPad ! “Kement-se a glot dres gant hor pal : ober diouzh doareoù nevez an dud da sellet ouzh programmoù tele, ne vern pegourz ha ne vern pelec'h” eme Lionel Buannic, stad ennañ.
Programmoù nevez
Kendalc'het e vo gant ar programmoù a ra brud Brezhoweb, evel-just : Webnoz, abadenn bennañ ar chadenn bep miz, Saga Brittia, ar rummad Kent Tuch' tizhet kant epizod gantañ ha gant un trede koulzad war dreiñ, Dibikouz evit ar vugale... “Sinema a vo c'hoazh ivez, gant ur pevar film bep bloaz” a gemenn Lionel Buannic. Er mare-mañ emañ Merc'hed digenvez war skignañ (stumm brezhonek Les Robinsonnes).
Ar film Pennoù-Sardin a vo roet da welet e miz Kerzu, hag unan all da vare Nedeleg c'hoazh. Bep gwech e c'heller sellet oute e-pad pemzektez. "Da geñver Halloween e vo skignet ar c'hentañ manga e brezhoneg ivez, Akayashi, savet diwar mojennoù Bro-Japan. Biskoazh n'eo bet diskouezet e Bro-Frañs c'hoazh".
Ar rummad tresadennoù-bev Ur wech e oa Mab-Den (Il était une fois l'Homme) a raio plijadur d'ar re vihan ha d'ar re vras ivez. Ul ldenn eus ar gael a vo gouestlet da glipoù sonerezh a bep seurt. Klipoù graet e Breizh evel-just, dres evel ar gentelig a ginnig Lionel Buannic en e abadenn Brezhoneg Bemdez a veze gwelet war Tébéo dija hag a vo skignet gant TV Roazhon ha Ty Tele a-raok pell.
"Brezhoweb, n'eo ket un tele klasel penn-da-benn evel ma oa TG4 en Iwerzhon pe S4C e Kembre dija, hogen ur media digreizennet an hini eo, gwriziennet e Breizh ha troet mat war ar re yaouank, ha gwell-a-se" eme Baol Molac, prezidant Kuzul Sevenadur Breizh. "Un dispac'h zoken !" a gred embann Andre ar Gag, e-karg eus ar brezhoneg e Kuzul-Meur Penn-ar-Bed.
Abaoe an 12 a viz Here diwezhañ eo krog Brezhoweb da skignañ bemdez, gant abadennoù evit ar vugale adalek 6 e, hag evit ar re goshoc'h diwezhatoc'h. Emgav bemnoz dirak an tele brezhonek war brezhoweb.com enta !