Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Dominique Ciccone  rener kentañ Triskalia ha Jean-Bernard Solliec rener diwezhañ Coopagri.
Dominique Ciccone rener kentañ Triskalia ha Jean-Bernard Solliec rener diwezhañ Coopagri.
- Communiqué de presse -
Triskalia zo ganet diwar meur a gooperativ
Abaoe 1972 e veze anavezet mat Coopagri a-drugarez d'an tri boulomig glas a oa war o logo. Bremañ e vo dav boazañ ouzh un triskell hag ouzh un anv nevez,
Par Gwenael Dage pour Ya ! le 13/10/10 15:29

Abaoe 1972 e veze anavezet mat Coopagri a-drugarez d'an tri boulomig glas a oa war o logo. Bremañ e vo dav boazañ ouzh un triskell hag ouzh un anv nevez, Triskalia.

D'an 13 a viz Eost 1973 e kroge Jean-Bernard Solliec gant e labour nevez, gwer-zhañ boued loened da beizanted Karaez, Gourin ha Rostrenn evit kont Coopagri. 37 vloaz goude, d'an 30 a viz Gwengolo e tileze e garg a rener bras ur stal a gonted 2 000 implijad enni. "N'on ket bet an hini nemetañ o ren seurt buhez. Kalz a dud amañ eo bet ar c'hooperativ o implijer nemetañ" emezañ. D'an devezh ma yae kuit war e leve e oa echu gant Coopagri evit lezel ar plas gant Triskalia, ur rouedad nevez-krouet dre gendeuziñ tri c'hooperativ, Coopagri diazezet mat e Penn-ar-Bed ha perc'henn war stalioù Gelagri (e Loudieg hag e Bro-Spagn), Ronsard (Chartres, departamantoù an Ain hag al Landes) ha Magasin Vert, Eolys staliet kentoc'h e Bro-Dreger, ha CAM 56 anavezet er Mor-Bihan dreist-holl. Dindan anv ar stal nevez-se, renet gant Dominique Ciccone hiviziken, e konter 6 000 implijad ha 300 lec'h labour en Europa a-bezh, hag 20 000 ezel.

Graet buan

Daoust d'an dud d'en em anavezout mat abaoe pell, n'eo nemet e miz Ebrel 2009 e oa bet boulc'het an eskemmoù etre Jean-Bernard Solliec ha Patrice Leloup, rener Eolys. "Ha speredek a-walc'h e vimp evit labourat asambles goude bezañ bet graet kevezerezh an eil d'egile e-pad 30 vloaz ?" en em c'houlennent o-daou.

Buan-tre e teuas anat dezho e rankent mont pelloc'h eget ober un tamm emglev bihan war tachenn pe dachenn. Dav e oa kendeuziñ an daou aozadur. Ha zoken tri peogwir e oa dedennet CAM 56 gant seurt raktres goude bezañ bet lakaet diaes gant freuz-stal Unicopa. A-raok an hañv e oa bet kaset an teuliad da Bariz da vezañ studiet pizh da welet ha doujañ a rae ar raktres ouzh al lezennoù war ar c'hevezerezh. "A-dost o deus sellet ouzh 30 micher disheñvel a gaver war chadenn ar boueta, a-raok ha goude ar produiñ" a resisa Jean-Bernard Solliec. D'an 9 a viz Gwengolo ec'h embanne ar gomision hec'h ali : direbech e oa ar raktres. Abaoe ar 1añ a viz Here eo loc'het Triskalia. E Landerne, dirak ar savadur bras-ront war hent Penn-ar-C'hrann zo bet displeget ur giton nevez evit kuzhat an tri boulomig glas dija.

Graet mat

E penn ar stal eo sklaer an traoù. Da brezidant Triskalia eo bet lakaet prezidant kozh Coopagri, Denis Manac'h. Skoazellet e vo gant daou ves-prezidant, Gilles Bars bet bes-prezidant Eolys ha Bernard Bousso, prezidant kozh CAM 56. "Ne vo ket krennet war ar postoù-labour hag ober a raio ar stal nevez he mad ouzh an dud o vont war o leve hag ouzh an dud a fello dezho mont kuit. Peurlipet e vo an dra-se war an triwec'h miz pe an daou vloaz da zont" eme Jean-Bernard Solliec. War an dachenn, evel e Magasin Vert Kemper n'eo ket ankeniet an dud. "Gouezet he deus ar stal Coopagri bezañ prederiet gant ar sokial a-viskoazh" eme Didier Mauger, gwerzher. "Er servijoù melestradurel eo e vo gwelet ar muiañ-tout a cheñchamantoù." A-du gantañ e sav Jean-Luc Hily, evit ar CFDT. "Tri renerezh a oa betek-henn ha ne vo ken nemet unan bremañ. Met re vihan eo burevioù Landerne. Setu e vo dav gwelet penaos ingalañ ar skipailhoù hervez al lec'hioù, e Landerne, e Gwengamp hag e Sant-Teve." Fiziañs en deus ar sindikadour diwar an doare da verañ o deus bet ar renerien bepred. "Abaoe m'eo lañset ar raktres kendeuziñ zo bet moustret war an tuta tud eus an diavaez, a-benn reiñ postoù da dud an ti."

War evezh e chomo ar sindikadoù, memestra, rak gouzout a reont mat ne vo ket aes atav lakaat an dud hep post da vont war ur post all, en tu all da Vreizh. Evit ar poent, ar re-mañ n'o deus ket bet digarez da glemm. "A-du eo bet ar renerien evit ma vefe dalc'het bev ar sindikadoù hag ar c'homiteoù embregerezh a oa e pep stal. Bremañ eo dav deomp kemer hon amzer d'ober labour vat" a gloz Jean-Luc Hily.

Hep Jean-Bernard Solliec e vo graet al labour-se, avat. D'ar 1añ a viz Here, kerkent hag echu gantañ, en doa kemeret penn an hent war-zu ar Portugal. Met hepdale e vo gwelet en-dro, evel prezidant ar stal produiñ-yer Ronsard, evel ezel eus ar C'homite ekonomikel ha sokial, hag evel is-prezidant ur gevredigezh lobbying war dachenn al labour-douar. "N'eo ket mat lezel pep tra a-gostez ken trumm" emezañ. Kenderc'hel a raio ganti, neuze, met en ur mod siouloc'h marteze.

( voir notre article )

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons