Evit ar pedervet gwezh e vo deroet ur priz lennegel d'un oberenn savet e brezhoneg da-geñver Saloñs al levrioù Gwened, etre an 20 hag an 22 a viz Even 2014. Daoust

Evit ar pedervet gwezh e vo deroet ur priz lennegel d'un oberenn savet e brezhoneg da-geñver Saloñs al levrioù Gwened, etre an 20 hag an 22 a viz Even 2014.

Daoust ma vo deuet ar mare, n'eo ket tantad Sant Yann a vo gwelet e fin ar sizhun met an heol o parañ war hor yezh-ni, war ar brezhoneg e bed bras al lennegezh. Bep bloaz e e tifluk skridoù nevez, gwriet mat hag ijinet brav gant hor gwellañ skrivagnerien awenet o fluenn.

Evit ar priz lennegel 2014 ez eus bet lakaet c'hwec'h oberenn war ar renk ha setu ar roll anezho :

  • Azvent gant Mich Beyer e ti-embann An Alarc'h
  • Traoù nevez gant Yann Gerven e ti-embann Skol Vreizh
  • Paul Sérusier gant Hervé Gouedard e ti-embann Al Liamm
  • Koll-atav gant Gégé Gwen e ti-embann Skol Vreizh
  • Yudal gant Erwan Hupel e ti-embann Al Liamm
  • Bizied Eva gant Yann Fulub Dupuy e ti-embann An Alarc'h

Gant piv ez aio ar maout ar wezh-mañ ?
Embannet e vo war ar groaz d'ar sadorn 21 a viz Even e liorzhoù ar mogerioù-kreñv e Gwened.