Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Editorial -
2010 : bloavezh an dispac'h ?
Tremen a ra an amzer, paotred ... ha merc'hed. Petra a chom deus ar stourmoù a zo bet e miz Gwengolo hag e miz Here ? Leun a spi hag a startijenn, ar stourmer(ez) ? Pe digalonekaet da vat ?
Fanny Chauffin pour ABP le 29/12/10 21:41

Diaes eo priziañ tout ar stourmoù sokial a zo bet er bloaz-mañ. Gant ar gouarnamant mut bewech. Manifestadegoù er vro a-bezh ma voe bodet 3 milion a dud. E miz Mae 1968 e oant ur milion nemetken. Ha da vare Devaquet ? Ur milion ivez. 

Neuze, tri milion a dud er straedoù, oadoù mesket ha renkadoù sokial a bep seurt, se oa un doare dispac'h, neketa ? Ha neuze, petra a chom eus ar reuz-mañ hiziv an deiz ? Sindikadoù kreñvoc'h ? Kredapl. Galloud ar straedoù hervez ar vanifesterien, dic'halloud ar re a stourm hervez ar boliserien. 

Ha koulskoude ... Marteze ne oa nemet tantadigoù plouz, pep hini o stourm evit e leve, e vutun. Marteze e oa donoc'h, diskouezet ez eus bet d'ar stad bannieloù gant kasoni ha feulster ; "re zo re" a soñj muioc'h mui a dud. 

O kreskiñ emañ an enkadenn, e pep lec'h. Goude Gres,  Iwerzhon  ma vez gwerzhet un ti evit 3000 euro bremañ. Adkavet ganto mareoù du o istor. Chomet int pinvidik ... tregont vloaz d'ar muiañ tout. 

Perak ne vefemp ket ni evelto warc'hoazh ?

Rediet d'ober evel e Detroit, er Stadoù Unanet, ma vez plantet patatez e-kreiz ar c'hêrioù, graet "home farming" evit gallout debriñ. 

Ken bresk eo ekonomiezh pep bro hiziv an deiz, marteze eo deuet amzer ar c'hengred, ha piv oar, amzer un dispac'h ha ne vefe ket feuls, ma vefe Bretoned speredek a-walc'h evit gallout ijin un dazont "skoaz ouzh skoaz" ? ■

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1633 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons