
Aada & Narki: Etrezek an inizi Aada ha Narki a zo deut da chom e traoñienn Gwennan. Ganto eo deut Lasa, breur Narki. Emeur o sevel ur grugell war un dorgenn. Abaoe
Aada & Narki: Etrezek an inizi Aada ha Narki a zo deut da chom e traoñienn Gwennan. Ganto eo deut Lasa, breur Narki. Emeur o sevel ur grugell war un dorgenn. Abaoe meur a loariad eo aet Lasa kuit. N'en em blije ket o labourat douar ha sevel loened. Aet eo da heul ar chaseourien diwezhañ evit bevañ ur vuhez c'houez. Enkrezet-bras eo Narki abaoe. Ur mintinvezh e teu keloù da Aada : kavet ez eus bet roud eus Lasa war-zu ar c'hornôg. E 2008 e oa bet embannet Aada ha Narki. Sed aze heuliadenn o avanturioù...
En-dro d'al lenn-vor Awenet eo an danevelloù a ya d'ober al levr-mañ gant diduamantoù, plijadurioù hag abadennoù a bep seurt bet c'hoarvezet en-dro d'al lenn-vor – lenn-vor Brest – pa oa yaouank an oberour. Darvoudoù a zo chomet garanet don ennañ daoust d'an amzer da vont hebiou. Lezomp Jef Gedez d'hon heñchañ en e vro hag e klevimp ni ivez mouezh hud al lenn-vor. Abaoe m'emañ war e leve e ouestl Jef Gedez e amzer d'ar brezhoneg. Meur a levr a zo bet skrivet gantañ : Brizh-Heol e 1999, Tiriadoù ar Gwalarn e 2001, Richer ar Faou e 2003, Huñvreoù Pêr Mortolod e 2005. E yaouankiz en deus tremenet war aodoù al lenn-vor, etre Hañveg hag ar Faou da gentañ hag e Brest da c'houde.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !