Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
Divskouarn - Eus Bro-Leon da Europa, pemp bloavezh labour gant ar brezhoneg evit ar poupigoù
E 2005 e oa bet krouet ar gevredigezh Divskouarn gant tud a vicher, kerent hag emsaverien ar brezhoneg, a-benn diorren ar brezhoneg a-raok ar skoliata. Goude pemp bloaz eo talvoudus-kaer
Par Gwenael Dage pour Ya ! le 20/09/10 16:26

E 2005 e oa bet krouet ar gevredigezh Divskouarn gant tud a vicher, kerent hag emsaverien ar brezhoneg, a-benn diorren ar brezhoneg a-raok ar skoliata. Goude pemp bloaz eo talvoudus-kaer ober stad an traoù ha kinnig hentoù diorren an dazont.

Disul tremenet e oa bet degemeret an dekvet magouri e rouedad sinerien Karta Divskouarn : mikromagouri Ti-Choutig e Kemperven an hini eo. Ur benveg labour eo ar garta evit reiñ ur framm d'ar raktresoù brezhonek e lec'hioù degemer ar vugaligoù. “Ouzhpenn bezañ dekvet siner ar rouedad, eo Ti Choutig eil magouri Aodoù-an-Arvor, ha kentañ mikromagouri ar bodad” eme Gristian Huguen, prezidant Divskouarn. “Laouen-bras omp gant ar sinadur-mañ, pa soñjomp ne oa e 2005 nemet tri pe pevar magouri brezhoneg enno, an holl e Penn-ar-Bed, ma n'eo ket e Bro-Leon zoken. Bremañ zo war-dro pemzek ma kontomp ar stalioù o deus sinet ar garta hag ar magourioù brezhoneg enno ha n'o deus ket sinet ar garta c'hoazh, ha se war 3 departamant.”

Da c'hortoz ar magourioù dre soubidigezh, Gouenoù er penn a-raok

Ma n'eus ket eus magourioù o vont en-dro e brezhoneg penn-da-benn c'hoazh, war-bouez raktres Babigoù Breizh a zlefe dont da wir e-korf trimiziad kentañ 2011 e Gwened, n'emaomp ket pell ganti e Gouenoù. Daou lec'h a vez meret gant ar gevredigezh Enfantillages. An hini ma vez klevet ar muiañ a vrezhoneg eo ar magouri Dorn-ha-Dorn, gant c'hwec'h implijad brezhoneger ha tri gouest d'ober gant rimadelloù ha frazennoù boutin.

Tachennoù a-bouez : ar familhoù hag ar skoazellerezed-mamm

“Mat eo labourat war dachenn al lec'hioù degemer met n'eus nemet war-dro 15 pe 20 % eus ar vugale dindan tri bloaz a vez degemeret enno” eme Gristian Huguen avat. “Abalamour da se hon eus diazezet ostilhoù labour evit tachenn ar magerezed hag ar familhoù, ha ret e vo deomp o lakaat da dalvezout muioc'h, e-giz Karta ar Skoazellerien(ezed)-vamm, bet roet lañs dezhi e miz Ebrel 2010.”

En Europa, eskemm skiant-prenet da vont war-raok

Goude ur gefridi gentañ bet fiziet e Div-skouarn gant Rannvro Breizh da aozañ emgavioù etre tud a-vicher en Europa, hag a zo war an echu, emañ ar gevredigezh o pleustriñ war ur raktres all, kalz brasoc'h. MELT eo e anv. Dre ar raktres-mañ he deus gellet Divskouarn kreskiñ ha tuta un eil implijadez, Virginie Pronost, hag a vo he labour amprouiñ un hentenn evit tud a-vicher al lec'hioù degemer a-stroll gant yezhoù minorel enno. Betek fin ar bloavezh-skol e weladenno Virginie dek magouri ha klas-mamm e Breizh. Kement all a vo graet e teir rannvro all en Europa : e Bro-Friz en Izelvroioù, e Bro-Gembre hag e kumuniezh suedegerien Bro-Finland. E fin an troiadoù e vo savet un tamm bilañs a-benn gwellaat an hentenn hag embann anezhi da c'houde.

“Fonnus-mat eo tachenn labour Div-skouarn met stratejik-kenañ e-keñver diorren ar yezh, pa soñjer eo ar vugaleaj tenerañ ar gwellañ mare da bakañ ar yezhoù” a bouez prezidant ar rouedad. Difraostet eo bet an dachenn dre vras gant Divskouarn e-korf ar pemp bloaz kentañ avat. Bremañ eo darev-mat an ostilhoù da vezañ amprouet e Breizh a-bezh. Evit-se eo bet diazezet burev an implijiad nevez e Roazhon. "Evit kas tout al labour-se da benn hon eus ezhomm sikour. Ar neb a garo souten ac'hanomp a c'hello emezelañ er gevredigezh evel-just."

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons