Tro Menez Are, emit-hu ? Ya, met sklerijenn miz Gwengolo war sterioù Traon Kerne, klask gwelout un eog o lammat, roudoù un dour-gi, pignat etre an Naig hag ar sterioù bihan a vez e pep lec'h, n'eus nemet e bro an Ele, e c'hellit ober gant Tro Dro Roc'hennoù an Diaoul.
D'an 12 a viz Gwengolo e vo graet tro parez Lokunole ha Kerien, gant baleadennoù a bep seurt, hag e vo moien, evit ar wech klentañ, treuziñ ar stêr evit gwelout roc'hennoù an diaoul deus an daou du (kostez Kerien, ha kostez Gwellegouarc'h).
Dizoloet e vo un diaoul kuzhet mat gant ar vugale, sonerien a vo war an hent, buhezourien Natur, hag abadennoù a vo en iliz gant kanaouennoù e brezhoneg, sonerien, hag ur fest deiz da echuiñ evit diskuizhañ an treid o do graet etre 5 hag 20 km !