19 a viz ebrel : Galv da vanifestiñ Kevread Kanomp Breizh
Communiqué de presse de Fédération Kanomp Breizh
Publié le 17/04/14 11:26 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

GALV KANOMP BREIZH DA VANIFESTI EVID UNVANIDIGEZ BREIZ.
Lakaad a ra Kanomp Breizh, kevread al lazou-kana e brezoneg, gand izil e Liger-Atlantel, da houzoud endro eo a-du gand unvanidigez Breiz. Goude m'eo bet raktreset gand ar gouarnamant adsevel ha boda ar rannvroiou, gervel a ra Kanomp Breiz an dud da gemer perz er vanifestadeg a vo en Naoned, d'ar zadorn 19 a viz Ebrel da 3 eur abardaez evid unvanidigez Breiz. Laouen eo o weled ema pobl Vreiz a-du da vad, eur wech ouspenn, gand Breiz pemp departamant. Evel an darn vrasa euz ar Vretoned, ne fell ket da Ganomp Breizh e vo teuzet ar vro e-barz eur rannvro Kornog ledan, ha n'eus ganti diazez ebed war dachenn an istor, an douaroniez pe ar zevenadur.
Voir aussi :
- Galv da vanifestiñ evit Diwan par Ai'ta ! Bro Dreger le 18/05/2018
- Galv da vanifestiñ : ur stourmer Ai'ta ! galvet gant an archerien evit bezañ dist par Ai'ta ! Kreiz Breizh le 20/04/2017
- Galv da vanifestiñ d'an 28 a viz Even e Naoned evit adunvanidigezh Breizh par Div Yezh le 16/06/2014
- Galv da vanifestiñ evit ar Briedelezh naturel par EAT le 31/01/2013
- Diwanet : Galv da vanifestiñ en Oriant - Diwanet : Appel à manifester à Lorient par Diwanet le 22/03/2007
- Kemennadenn Diwan : galv da vanifestiñ e Kemper par Diwan le 17/03/2006
Krouet eo bet Kevread Kanomp Breizh gant renerien al lazioù-kanañ a gan e brezhoneg, a oa izili kommision Kan Kendalc’h. Ganet eo bet dre voloñtez ar c’hengevread ha d’ar c’hompozer René Abjean, ha gant sikour rannvro Breizh. Ezel eus Kuzul Sevenadurel Breizh eo Kanomp Breizh.
Lazioù-kanañ pemp departamant Breizh ‘vez bodet e Kanomp Breizh. Hor pal a zo kas war raok ar c’han e brezhoneg, hengounel hag a-vremañ, el lazioù-kanañ.
Karget eo neuze Kanomp Breizh da zerc’hel bev tonioù hengounel e brezhoneg, met souten a ra ivez komponerien ar vro da grouiñ oberennoù nevez evit lazioù-kanañ.
Sikour a ra ivez da vrudañ ar c’han e brezhoneg evit tud a bep oad hag a bep lerc’h, e Breizh pe en diavaez.