Ereg a gare ar vro-se. D'e soñj e kare anezhi gwelloc'h ha kreñvoc'h eget an dud bet ganet enni. Eñ, ne oa ket genidik eus ar vro. Deuet e oa eus un tu bennak all. Ne oa ket bet diaes dezhañ feurmiñ un atant digant Pennkaol. Ar maezioù a oa troet da zidudañ. Abaoe ur pennad ez ae kuit ar baotred, dreist-holl ar re yaouankañ. Ne 'z ae ket mat an traoù. Tiegezh Pennkaol a yae da fall ivez. E dad a oa bet un aotrou pinvidik ha galloudus : politikerezh en doa graet. E dad-kozh a oa bet ur wech betek Roma. Pennkaol a yae war ziskar, a c'hellfed lavarout.
Dediet e oa bet al levr-mañ "d'ar gen Emsav ha d'an holl strolladoù a emsaverien", e Bro Vigoudenn hag e lec'h all, hiziv ha warc'hoazh, graet Bagaudoù anezho gant Youenn Cóic.
"Les Ploucs" a zo ul levr sebezus anezhañ, bet skrivet e penn kentañ ar bloavezhioù dek ha tri-ugent gant un istorour e spered leun a yaouankiz hag a frankiz, da zizoleiñ en-dro e brezhoneg.
Embannet gant : "Mouladurioù Hor Yezh"
15 € (+ 3 € evit ar mizoù-kas)
14,8 x 21 cm
172 pajenn
Skigner : Coop Breizh
ISBN 978-2-86863-158-9
"Mouladurioù Hor Yezh"
14 Louzaouenn-an-Hañv
22300 Lannuon/Lannion
02 96 48 03 00
kab [at] brezhoneg.org