Displeget eo an diskouezadeg-mañ betek an 30 a viz Mae er chapel Sant François.
Ar c'hoñvers-mor etre Breizh ha Kembre 1850-1930 : Trinieg-Lannuon-Loktudi
E 2007, pa oa deuet skipailh broadel Rugbi Kembre da Vro Sant-Nazer, dezhañ d'en em brientiñ evit Kib ar Bed, e tivizas emsaverien ar c'h/CREDIB reiñ lañs d'un diskouezadeg a lakafe war-wel al liammoù nebeut anavezet etre Goueled Bro al Liger ha glaouegoù Kembre. Ar re-se a bourchasas, e-pad 80 vloaz pe dost, an danvez krai da c'hovelioù Trinieg ma voe ganet ar sevel-listri breizhek modern. A-drugarez d'an diskouezadeg-se e teu war-wel an amzer dremenet boutin d'an div vro.
Souezhusañ tra avat eo e vo tennet evezh enklaskerien all, eus Lannuon, eus Loktudi hag eus porzhioù all Breizh, hag i da ouzhpennañ panelloù all da glokaat istor an eskemmoù dre vor etre Breizh ha Kembre : ar postoù-min, an avaloù-douar, an ognon a oa degaset eus Breizh da Gerdiz ha da Swansea. Eskemmoù stank zo bet, e-pad tost daou-ugent vloaz, ma oa Dispac'h an Industri en e vleud en Europ, un dispac'h o deus kemeret perzh ennañ ar Vretoned met dreist-holl Kembreiz.
Ar fedoù-se zo kalonenn an diskouezadeg-mañ, savet diwar enklaskoù a zegas koun eus degouezhadennoù sokial heverk , evel ar vicherourien oc'h en em vodañ e sindikadoù hag o stourm a-gevret, kêrioù oc'h en em gevellañ hag oc'h anavezout o sevenadur keltiek, evel ar rugbi, ur sport pleustret warnañ en div vro, hag ivez evel ar c'hudennoù yec'hed (kleñved ar poultr-mein hag an droug-skevent), pe ar skoazell etrekeltiek pa voe serret minoù Kembre e 1984-1985. Evel-se e tizoloer ur bajenn glok eus an istor rannet etre Breizhiz ha Kembreiz.
Muioc'h a zo : un diskouezadeg pederyezhek, diazezet war hini Trinieg, zo bet digoret e deroù miz Meurzh 2010 e Pontypridd ma oa aet di dileuridi eus Trinieg, eus Skol Uhel ar Vro hag eus Kevredigezh Kembre-Breizh ( voir notre article ). E 2011 e vo aozet ur c'hoñferañs e Sant-Nazer diwar-benn an eskemmoù koñvers etre Breizh ha Kembre. Emeur c'hoazh o skrivañ ur bajenn nevez eus an darempredoù etre an div vro.
An diskouezadeg war ar c'hoñvers-mor etre Breizh ha Kembre zo aozet gant ar c'hCREDIB (Centre de Recherche et d'Études de l'Identité Bretonne) ha gant ti-kêr Trinieg. Skoazellet eo bet gant Skol Uhel ar Vro.
Hubert Chémereau. Troidigezh Jacqueline Gibson evit ar C'Hredib