Ur paotr yaouank a 16 vloaz, stourmer evit adunanidigezh Breizh, a zo bet harzet war an tomm o libistrañ panelloù Broioù al Liger er Mañs d'ar Meurzh 6 a viz Ebrel
Ur paotr yaouank a 16 vloaz, stourmer evit adunanidigezh Breizh, a zo bet harzet war an tomm o libistrañ panelloù Broioù al Liger er Mañs d'ar Meurzh 6 a viz Ebrel diwezhañ, dieubet eo bet tro 10e30 noz. Hemañ, a orin a Vro-Naoned, a zisklêr bezañ bet kunujenet e-pad an teir eurvezh ma oa chomet dindan evezh an archerien. An afer zo bet kaset da brokulor ar republik. Ur prosezadur zo bet boulc'het gant kêr Ar Mañs.
Commentaires (3)
Ne houezen ked e yoa Kêr Le Mans da veha adunaned da Vreiz! Ped departamant ez eus anehi a benn ar fin ? Ar breton yaouank se a zo ead foll gand e benn 'toare...
Daoust ha n'eot ket Ar Mañs, pe Le Mans ma karroc'h, prefeti departamant Sarthe (72). Daoust ha n'eo ket departamant Sarthe e-touez pemp departamant rannvro “Pedehell » ? Daoust ha n'eo ket bet departamant Liger-Atlantel lakaet er-maez rannvro melestradurel Breizh ha lakaet e rannvro “pedehell”, asambles gant Sarthe, Vendée (85), Anjou (ma tigarezit Maine-et-Loire 49 kentoc'h) hag all… Daoust hag emañ Bretoned zo ken pell diouzh douaroniezh Breizh, diouzh e dresadenn dispar? Digredus krenn e vefe!
Ha daoust ha n'eo ked bet atao Kêr-Nant e Bro-Hall (Pays Gallo)?... N'eo ked gwir eo bet departamant L.A. distaged diouz rannvro velestradurel Vreiz pa ne oa ked abaoe ar Revolusion nemed departamanchou, ha rannvro e-bed... Eur Vreiz a bemp pe bevar departamant, enni Kêr-Renn pe Nant da gêr-gapital a zo eur holl amzer evid ar brezoneg hag evid Breiz-Izel...