Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ur Freskenn-Tud evit adunvaniezh Breizh a vo aozet e porzh Naoned d'ar 27 a viz C'Hwevrer
Deuit da gemer perzh ! Breizh Unvan a ro emgav d'he holl izili ha kentuidi d'ar Sadorn 27 a viz C'Hwevrer 2010 e Naoned ! Kement-mañ evit un degouezh gouel dreistordinal, da ziskouez birvidigezh ar stourm evit ma vo unvan Breizh. Skrivañ a rimp assamblez 44 = Bretagne war al leur !
Par Paul Loret pour Bretagne Réunie le 5/02/10 9:24

Deuit da gemer perzh !

Breizh Unvan a ro emgav d'he holl izili ha kentuidi d'ar Sadorn 27 a viz C'Hwevrer 2010 e Naoned !

Kement-mañ evit un degouezh gouel dreistordinal, da ziskouez birvidigezh ar stourm evit ma vo unvan Breizh.

Kejomp holl a-gevret e porzh Naoned, tal-kichen Hangar ar Mekanikoù, evit sevel ur bras a freskenn-tud a-du gant Adunvaniezh Breizh.

Skrivañ a rimp assamblez 44 = Bretagne war al leur !

Sonerezh a vo, ur fañfar hag ur sonadeg digoust, evit ma stago an holl d'ober diflukañ un dazont nevez evit Breizh.

Degemeret mat e vo ar gevredigezhioù ha kavout a rint war al lec'h taolioù, kadorioù ha tredan.

Ma fell deoc'h kemer perzh e aozadur an devezh-mañ : henrycolliot [at] gmail.com

Skeudennoù ha filmoù a vo kemeret gant ur vilin-nij a-benn derc'hel soñj deus an darvoud-mañ !

(voir le site) : blog ar Fresk-Tud [ fresque humaine ].


Evit Breizh Unvan ha kengred, emgav da 2e abardaezh e tal-kichen Hangar ar Mekanikoù e Naoned. (voir le site)
postel contact [at] bretagne-reunie.org
06 82 67 19 46

Document PDF Teuliad kelaouiñ (e galleg). Freskenn-tud d'ar 27 a viz C'Hwevrer 2010 e Naoned evit Adunvaniezh Breizh.. Source :Breizh Unvan – Bretagne Réunie
Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1114 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons