Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Botrel  Lors Jouin  Les Ramoneurs de menhirs : barzhed Breizh holl ?
Botrel Lors Jouin Les Ramoneurs de menhirs : barzhed Breizh holl ?
- Chronique -
16vet Taol Kurun o tarzhañ ba Kemperle
Par Fanny Chauffin pour ABP le 17/12/09 14:04

QUIMPERLE — E-pad 15 devezh e vo taolioù kurun o tarzhañ ba bro Kemperle. Dibabet eo bet un tem interessant-tre, met tabutet e vo kredapl : « Sevenadur pe folkloraj? » . Krouidigezh Lors Jouin gant « ar barzh a zo deuet en dro » , abadenn Theodore Botrel gant e mab bihan, Renaud Detressan, kaner e Soldat Louis, met ivez labourioù sirius Dastum gant ar pezh a zo bet dastumet e 1939, displeget d'an arvesterien gant Iffig Troadeg. 1000 bugel o selaou kontadennoù, o teskiñ dañsal (kroget o deus abaoe miz Du), o sellout ouzh filmoù e brezhoneg. Evit aozañ ar festival bodet eo bet aktourien ar sevenadur e bro Kemperle : 5 kelc'h keltiek, ha 15 kevredigezh all. Peadra da sevel marteze un Emglev nevez e Breizh. Da gentañ, a-rok reiñ ar program klok ret eo d'ar stajidi lakaat o anv evit ar stajoù da zont :

d'ar sadorn 19/12 : staj haiku gant Mai Ewen e mediaoueg Kemperle da 2eur e brezhoneg hag e galleg (tem ar bloaz-man : an troad).

d'ar sadorn 16 a viz genver : Molan - staj c'hoariva forom e galleg gant Chantal Pasquier 9e30/5e30 - staj c'hoariva e brezhoneg gant Tony Foricher 9e30/5e30 - da 5 eur, teatr forom ha Romeo ha Julieta gant « strollad Plon8 » 26 euro (gant ar pred)02 98 71 74 94 Kemperle - staj dañs « evit ar re nul » gant Yves Garin, Johann, Agnès ...2e/5 eur, digoust, sal ar c'hoad kaer

d'an 22 a viz genver - An Treou Kerne - staj brezhoneg gant stajoù Koad Pin, (4 live)9e30/17e30 - staj kan ha diskan gant Annie Ebrel (plinn - gant brezhonegerien) 9e30/17e30 Priz : 26 euro (gant ar pred) 02 98 71 74 94

program a-bezh war : (voir le site)

Voir aussi sur le même sujet :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons