Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Titouroù all diwarbenn afer Bodadeg ar Gouren e lez-varn Brest
Bodadeg ar Gouren, enni 1.500 a dud lisañsiet ha 5.000 a vugale ha krennarded well-wazh o pleustriñ er skolioù a vloaz da vloaz, liammet ouzh an deskadurezh Stad evit ober war-dro amprouenn gouren ar vachelouriezh, zo bet klasket abeg outi gant an Association Stéphane Lamart abalamour ma vez kinniget “ul loen bev da lod pe briz” ganti.
Par Hervé Caron pour Fédération de Gouren le 1/12/09 18:41

Kemennaden

Bodadeg ar Gouren, enni 1.500 a dud lisañsiet ha 5.000 a vugale ha krennarded well-wazh o pleustriñ er skolioù a vloaz da vloaz, liammet ouzh an deskadurezh Stad evit ober war-dro amprouenn gouren ar vachelouriezh, zo bet klasket abeg outi gant an Association Stéphane Lamart abalamour ma vez kinniget “ul loen bev da lod pe briz” ganti. ( voir notre article )

Barnet e vo an afer e lez-varn Brest adalek 9 eur d'al lun 14 a viz Kerzu.

Ar maout eo al loen a ginnigomp d'ar gourener a zo bet trec'h en hor brasañ tournamantoù-hañv (pemp pe c'hwec'h ar bloaz). Ur c'hiz kozh eo, biskoazh dilezet, anavezet-mat en istor ar vro.

Arouez ar c'hourenerien eo ar Maout ouzhpenn-se, gwriet ouzh o roched-gouren. En hor yezh eo deuet ar maout da vezañ arouez an trec'hioù reizh ivez, dre vras.

Rak ul le a vez distaget gant hor gourenerien a-raok pep tournamant, evit diskouez o lealded ha lakaat berzh war bep treitourezh ha war bep taol feuls. Penaos e c'hallfe an trec'her neuze bezañ rust ouzh ar maout en deus gounezet er mod-se ? Sammañ 'ra anezhañ war e zivskoaz, dishual ha diere, da ober un dro-lis gantañ.

D'hor meno ne yeomp ket a-enep da destenn al lezenn (ne reomp lotiri ebet ha ne rannomp ket prizioù etre an dud), na kennebeud-all a-enep da spered al lezenn (ne vez ket gwallgaset al loen). Anv zo ganimp eus un hengoun start, a-bell-zo, stag ouzh hor glad sevenadurel.

Sed aze petra zo kaoz ma c'houlennomp sikour ha kenskoazell digant an holl geodidi a zo tomm o c'halonoù ouzh sevenadurezh Breizh hag ouzh al loened ken-ha-ken.

Trugarekaat a reomp diwar-vremañ kement hini a ziskouezo harpañ ac'hanomp en ur mod eeun ha sioul ha, hervez hol le, “gant lealded, hep trubarderezh na taol fall ebet”.

Erwan Evenou, Prezidant Bodadeg ar Gouren

http://www.gouren.com/ Bodadeg ar Gouren
Sekretourva
ZA Sant-Ernel
29800 Landerne
plg/pll : 02 98 85 40 48

Document PDF Afer ar Maout : Bodadeg ar Gouren e lez-varn Brest. Kemennaden evit ar c'hazetennoù. E mentrezh Word.. Source :Bodadeg ar Gouren
Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1101 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons