MARV YOUENN OLIER (17 C'hwevrer 1923 - 15 Kerzu 2004)
[ABP] E Gwaien eo bet ganet Youenn Olier, met abred tre e kuitaas Bro ar C'hap en abeg da vicher e dad. Kaset da vat gantañ studioù klasel eo deuet da vezañ kelenner. Diouzhtu goude an Eil Brezel Bed e savas gant Yann ar Gall (Ab-Sulio) ur gazetennig bolitikel An Avel, an niverenn gentañ a zo deuet e goulou e Gwengolo 1945, met n'eo bet heuliet nemet gant div niverenn. Avel an Trec'h a gemeras e lec'h adalek miz Du 1946. En desped da skoilhoù liesseurt a gavas war he hent a-berzh an amaezierezh c'hall e padas betek 1948. E-pad 60 vloaz e teuas puilh kenañ ar skridoù diwar zorn Youenn Olier ha diaes e ve o venegiñ holl. Kenlabourer feal eo bet da Al Liamm, Preder. SADED.
Emsav, ha liesseurt eo an domanioù bet pleustret gantañ : pennadoù skridvarnerezh, skridoù politikel ha kravezel, kontadennoù berr, kevelennoù, romantoù, barzhonegoù, c'hoariva, troidigezhioù hag e eñvorennoù a leugn meur a levrenn. E 1969 e krogas da embann ur gelaouenn bolitikel, Imbourc'h, o ton ingal er-maez c'hoazh. Unan eus ambilherion ar yezh arnevez eo bet Youenn Olier ha ne gile morse rak arver pe krouiñ ar gerioù en doa ezhomm evit e labourioù. Un den a youl eo bet ha n'en deus morse dilezet e venozioù politikel ; seurt kalonegezh en deus serret outañ dorioù ar Skol Veur. le la les un de a au des une