Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Evenement -
16-23 a viz Eost : deomp war-zu al Liban gant Gouel ar filmoù Douarnenez
Ne chom nemet ur sizhun a-raok kregiñ 'barzh ! Deuet eo er-maez ar program gant an eurioù resis. Abaoe mizioù dija ez eomp, paz-ha-paz, da heul al Libaniz, a bep seurt kredennoù
Marie Jenkins pour Festival du cinéma de Douarnenez le 7/08/08 2:46

Ne chom nemet ur sizhun a-raok kregiñ 'barzh ! Deuet eo er-maez ar program gant an eurioù resis.

Abaoe mizioù dija ez eomp, paz-ha-paz, da heul al Libaniz, a bep seurt kredennoù hag a bep seurt mennozioù ganto. Evit an dra-se eo hon eus heuliet an darvoudoù o deus stroñset al Liban e miz Mae gant ur sell disheñvel. Pedet hoc'h, c'hwi ivez, da zizoleiñ ar Stad vihan-se en hañv-mañ. Lec'hiet etre Kornôg ha Reter, he deus da c'houzañv diwar kudennoù toleadoù a zo dreist dezhi.

Teurel ur sell disheñvel war ar bed, setu ivez ar pezh a ginnig deomp ar skrivagner François Maspero, a-drugarez d'ar filmoù en deus dibabet evideomp, e-giz un heklev eus e c'herioù hag eus e emouestloù.

Emouestloù hag huñvreoù eus bedoù all a zo ivez ul lodenn eus al labour a gas, gant kalz a gred, sevenerien Breizh hag a c'hellimp dizoleiñ gant an « Dreistdibab Breizh 2008 » !

Pobloù kantreerien, tud dibaper, Kurded pe c'hoazh Nenets, setu filmoù nevez « Ar Meuriad Bras ». Hag evit ar re yaouank un nijadenn war-zu rouantelezh ar « Mil Nozvezh hag Unan… » Huñvreomp ! N'eo ket difennet.

Erfin, ma kavit emañ nerzhioù ar c'henskoazell hag an denelezh e dañjer, muioc'h evit biskoazh, amañ 'vel e lec'h all, ez oc'h pedet da zont da zifenn anezho ganeomp. Seul vravoc'h e vo ar gouel !

Kit da welet war (voir le site) evit gouzout hiroc'h.

Traoù nevez er bloaz-mañ : Adskignet e vo ar gazetenn video graet gant Canal Ti Zef ha Gwagenn TV a-hed ar sizhun war (voir le site) hag adskignet e vo an divizoù gant ar web-radio DZ Fish Radio war (voir le site)

Document PDF 11724_2.pdf Program.. Source :
Document PDF 11724_3.pdf Eurioù ar filmoù.. Source :
Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 3) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons