Diaes eo kavout peadra da sevel hentoù nevez, tiez nevez ... Ret eo krouiñ ur vaengleuz nevez, klask traez, kenderc'hel war an hent-se pa vez bro Sued o paouez da grouiñ

Diaes eo kavout peadra da sevel hentoù nevez, tiez nevez ... Ret eo krouiñ ur vaengleuz nevez, klask traez, kenderc'hel war an hent-se pa vez bro Sued o paouez da grouiñ hentoù nevez ...

Pobl an tevennoù ba Erdeven a zo deuet a-benn da cheñch penn d'ar vazh. B'an Arzhanaou avat e vo start abalamour d'an dud a zo war an dachenn : Pigeon hag Eurovia o deus rakprenet lodennoù un dachenn 60 devezh arrez. Goude mais ha gwiniz Monsanto e vo hadet avel an disemglev barzh ar vro.

Ganet eo ur gevredigezh evit difenn ar stêr Elle hag a vo saotret hag evit klask diskoulmoù all (heoliek, tourioù avel,koadoù, ...) anvet "Elle vev". Klask a reont tud evit sikour anezho : 02 98 71 74 94. Ul lec'hienn a vo a-benn digwener e anv "Ellé vivante".

Ar video a ziskouez maen-gleuz Gwellegouarc'h, an hini vrasañ e Penn ar bed : ur million a donnennoù pep bloaz. Benn nebeut en Arzhanaou ?