Put your name here

Emgav ar vrezhonegerien e cafe Hu'lo d'ar 25 meurzh 2017
Emgav ar vrezhonegerien e cafe Hu'lo d'ar 25 meurzh 2017

Pemzek bloaz hep brezhoneg !
Goude m'en doa lidet ar Prizioù o 20 vloaz Digwener 24 a viz Meurzh e Lannuon e « lide » antronoz vintin brezhonegerien Sant-Nazer o 15 bloaz hep brezhoneg er skinwel publik.
Communiqué de presse

Publié le 30/03/17 12:46 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Goude m'en doa lidet ar Prizioù o 20 vloaz Digwener 24 a viz Meurzh e Lannuon e « lide » antronoz vintin brezhonegerien Sant-Nazer o 15 bloaz hep brezhoneg er skinwel publik da geñver o 7vet emgav bloaziek er bar Hu'lo e karter Sant-Mark. End-eeun e voe diskroget an abadennoù brezhoneg war France 3 PdL e miz Gwengolo 2002 a-daol trumm hep bezañ bet kemennet a-raok.

Hiziv c'hoazh en em zidamall France-Télévisions gant an niver re izel a vrezhonegerien en hor departamant, nebeutoc'h eget 1 % ar poblañs, ar memes niver hag en Il-ha-Gwilenn mui-pe-vui.

Hogen n'eo ket ase emañ an dalc'h e lec'h all e Breizh ma 'z eus kentoc'h anv da gas war wel brezhoneg ha sevenadur Breizh a-vremañ eget da skignañ abadennoù evit ar vrezhonegerien hepken.

Forzh penaos n'eus kudenn ebet evit France-Télévisions rak pep hini a fell dezhañ sellout ouzh an abadennoù brezhoneg a c'hell hen ober a-drugarez d'ar skinwel dre internet, e Liger-Atlantel kenkoulz hag e pep poent ar bed !

Koulskoude n'emañ ket Liger-Atlantel a-dreñv a-fet brezhoneg : Naoned a zo deuet da vezañ ar ger meur e Breizh evit deskiñ brezhoneg gant an dud deuet, e Naoned emañ ar skol Diwan brasañ e Breizh hag ar skolaj Diwan nemetañ e Breizh-uhel. A-hend all e vev 33% annezhidi Liger-Atlantel en ur gumun sinet ganti karta « Ya d'ar brezhoneg » e keñver 24 % en Il-ha-Gwilen ha 18 % en Aodoù-an-Arvor hag ar skolioù Diwan o deus muioc'h eget daougementet niver o skolidi abaoe ma 'z eo bet diskroget ar brezhoneg deus ar skinwel.

Ouzhpenn distro an abadennoù brezhoneg er skinwel e goulenn brezhonegerien Sant-Nazer abaoe 3 bloaz e vefe aozet lid ar Prizioù e Sant-Nazer (da laret eo evit ar wech kentañ e Liger-Atlantel) : e 2016 e voe nac'het abalamour d'an dilennadegoù rannvroel bet dalc'het e fin 2015 ? !, e 2017 e voe nac'het abalamour d'an 20vet deiz-ha-bloaz a zlefe degouezhout e Lanuon evel e 1997 hag e 2018 ? Den ebet ne oar evit poent !

Ar bloaz-mañ eo deuet Annaig Cotonnec, kuzulierez Departamant Sant-Nazer d'an emvod e Sant-Mark evit harpañ ar vrezhonegerien ha kadarnaat e labour ar c'huzul departamant evit kas war raok hor goulenn en un doare efedusoc'h eget biskoazh.

Emichañs e vo kreñvoc'h mouezh ar vrezhonegerien ha gwelloc'h klevet adalek bremañ !

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 5 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.