Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
A-drugarez da skiantourien ar CRIIRAD e oa aet stourm Roz Glas kalz war raok
A-drugarez da skiantourien ar CRIIRAD e oa aet stourm Roz Glas kalz war raok
- Reportage -
14vet emvod meur ar gevredigezh Roz Glas : stourm evit kelaouiñ

Nukleel nann trugarez ? Ouzhpenn da se a vez lavaret abaoe 14 bloavezh gant ar gevredigezh Roz Glas staliet e Karnassen. 40 maen gleuz uraniom a zo atav e Breizh, gant un doare da verañ anezho a zo da wellaat.

Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 20/11/22 20:09

Nukleel nann trugarez ? Ouzhpenn da se a vez lavaret abaoe 14 bloavezh gant ar gevredigezh Roz Glas staliet e Karnassen. 40 maen gleuz uraniom a zo atav e Breizh, gant un doare da verañ anezho a zo da wellaat.

Bodet disadorn noz e Karnassen, e oa bet lavaret gant ar gevredigezh e oa ret kenderc'hel gant ar stourm : rein da anavezout e oa bet 40 maengleuz uraniom a zo bet e Breizh war ul linenn etre Gwellegouarc'h ha Pondi, gant ur bern tro dro Lignol, Berne, Guern, aze 'mañ pal Roz Glas.

Piv a oar eo dañjerus atav lec'hioù zo, gant ur feur betek 120 gwech ar feur radioaktivel naturel ? Piv a oar pelec'h emaint ? Sanet e oa bet asantet gant ar Ministr Borlow laoskel propoc'h an traoù, met n'eo ket bet graet al labour 'giz faot. Ret e vo d'ar gevredigezh kenderc'hel da vuzuliañ gant un DG5 radioaktivelezh al lec'h. Ul labour memor a zo d'ober ivez : kontet e vez e oa ur bern tud a laboure e maengleuzioù a zo marvet abred-tre e ospital Pondi. Tro dro d'ar maengleuzioù ar feur gant kleñvedoù, krign bev, ... a seblant bout uheloc'h ("marv eo tout an dud" a lavare tud kichen "Ar Mine"). Met penaos gouzout hiroc'h pa n'eus ket kalz a dud a gred kaozeal ? Fall ar brud war ar vro, fall evit gwerzhañ tiez, degemer touristed... Met disoñjal pep tra ne rank ket bout an diskoulm gwellañ...

ur film : Bretagne Radieuse, Larbi Ben Chiha, 2021

ur bajenn facebook : Roz Glas

titouroù : 06 79 14 96 87

Voir aussi :
0  0  
mailbox
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 1 ?